E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


1 réponse(s)

Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

Aucune

Formes fléchies (0)

Définition

Pemdez

I.

(e deroù ul lav.)

1. (dirak ul lav.)

Termen a implijer da arboellañ displegadur ar verb er stumm nac'h en ur respont pe en ul lavared estl. prl.

« Kit bremañ ! - Pas c'hoazh. » : « Kit bremañ ! - Na rit ket, nad it ket bremañ, gortozit un tamm. » « Pas diouzhtu ! » : na ra ket se diouzhtu ! « Mont mat a ra ? -Pas re holl. » : « Mont a ra mat ? - Ned a ket, ned a ket re holl a vat. »

2. (dirak un av. en ul lav. estl. prl.)

Arabat.

Pas pouezañ war ar maen-to. Me ho ped, pas mont da zimeziñ !

HS. na.

II.

(en ul lav. dizalc'h)

A.

1. (da heul ar stl. met)

Termen a implijer da zegas ul lavarenn ma vevenner resisoc'h ar pezh emeur o paouez geriañ en ur arboellañ implij ur verb displeget er stumm nac'h.

Un tropad tud a oa met pas bernioù : un tropad tud a oa met ne oa ket bernioù. A-wechoù e veze loened da werzhañ met pas stank : a-wechoù e veze loened da werzhañ met ne veze ket kalz.

2. (kreñvaet gant ar stl. ha)

Neket.

E korn an tan e oa ha pas e lost an ti.

B. (da heul ur paouezig)

Termen a dalvez da zegas ul lavarenn ma tivanker ar pezh emeur o paouez lavaret.

Ho tad-kozh a oa miliner, pas ho tad-kozh... ho tad-kuñv.

III.

(dirak un av. en un islav. diskuliañ)

Chom hep.

Goulennet em eus diganto pas debriñ re : goulennet em eus diganto chom hep debriñ re. Lavar dezho pas kaout aon : lavar dezho bezañ dizaon.

&

(goude an ar. evit)

Mont a rae da guzhat evit pas gwelet ar baser.

HS. na.

IV.

Rannyezh.

Termen a implijer da lavaret eo faos ar pezh emeur o paouez goulenn, pe lavaret.

« Brav eo an amzer ? - Pas. » : « Brav eo an amzer ? - N'eo ket. ». « Kompren a ra mat. - Pas. » : « Kompren a ra mat. - Ne ra ket. ».

ES. ya.

V.

(implij. da ak.)

Trl. Kozh.

[1499] Ur pas : gwech ebet.

Exemples historiques (8) Exporter les exemples

Date d'attestation

1499

ung pas ne fallas tu (ur pas ne fallas tu)

Référence : LVBCA, p157

1622

Vertvziaov an Agnus Dei. / Ez chace brun an curunou, / Ez effacc net an pechedou, / Ez mir ouz an tan pep manyer, / Scaff ha lestr à chaing à danger, / Ez mir pep tu ouz maru subit, / Drouc speret cre à chace kuit, / Ez spont scler an aduerseryen, / Ez rent soulacc da-n gruec brases, / Oz dont da guenel en guel spes, / Ez ro graçou, ez mir ouz chancc, / Pa en douguer gand reuerancc. / A ment, ne pret na doutet pas, / quen din eo'n bihan hac an bras. (Vertuzioù an Agnus Dei. / E chas brun ar c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / E vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / E vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kreñv a chas kuit, / E spont sklaer an adverserien, / E rent soulas d'ar wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spis, / E ro grasoù, e vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutit pas, / ken din eo ar bihan hag ar braz.)

Référence : Do., p58

1732

nan pas da (nann pas da)

...

non pas ê leal (nann pas e leal)

...

ê leal nan pas (e leal nann pas)

Référence : GReg, pg (nenny) da (non pas da)

1909

Bout so aoulaou ? Pas pikól. (Bout zo avaloù ? Pas pikol)

Référence : BROU, p. 409 (grand ; au pays de Quimperlé il est adverbe et signifie beaucoup)

2015

Kelc'hiadoù tud, didrouz pe pas, kerzhadegoù diouzh an noz gant etivi, sevel leurenn un torfed e-giz ma vez gwelet er Stadoù-Unanet bevennet gant ur seizenn-surentez...

Référence : DISENT, p56

Bet oc'h en e guzulva? Pas c'hoazh.

Référence : EHPEA, p57

Notice étymologique

Notes diverses