E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

a-hend-arall

Formes fléchies (0)

Définition

1. [1732, 1850, 1931, 1943, 1985] En un doare all.

Goulenn a reas skoazell digant e gamaladed dre ma ne oa ket evit dont a-benn a-hend-all.

HS. e-giz-all, e-mod-all.

2. [1931] En ur blegenn all.

Falloc'h eo an hentoù-mañ eget ar re a weler a-hend-all.

HS. e-mod-all.

3. [1850, 1931] Diouzh ur savboent, savboentoù all.

[1850] Mat a-walc'h eo a-hend-all. [1850] A-hend-all eo lezirek. Hirik eo ar romant-se met plijus eo a-hend-all.

HS. a-du-arall.

4. [2015] Ouzhpenn-se.

Ober a ra war-dro he ziegezh ha labourat a ra e ti he c'hoar a-hend-all.

[2015] Krediñ start a ra dezhi a-hend-all ez eo ar re wellañ er Gwazerezh Foran Gresian tud eeunek.

HS. c'hoazh.

5. [1929, 1931] Anez-se.

[1929] A-hend-all penaos em bije kavet an traoù-se da lavarout dit ? Paouezit a labourat kement ; a-hend-all e klañvot.

HS. e-giz-all, e-mod-all, panevet-se.

6. Pe a-hend-all : pe anez.

Grit evel ma lavaran pe a-hend-all ho po keuz.

Exemples historiques (19) Exporter les exemples

Date d'attestation

1732

a hend all

...

a hend arall (a-hend-arall)

Référence : GReg, pg ailleurs

a hend-all

Référence : GReg, pg demeurant (Au demeurant, au reste.), fond (Au fond, en effet, d'ailleurs.)

1850

a-heñd-all

...

a-heñd-all eo lézirek (a-hend-all eo lezirek)

...

mâd awalc'h eo a-heñd-all (mat a-walc'h eo a-hend-all)

Référence : GON.II, pg a-heñd-all

a heñd all

Référence : GON.II, pg heñt, heñd

Tréménit ku-ha-ka ann tréaz; a-heñd-all beûzet é vihot (Tremenit ku-ha-ka an traezh; a-hend-all beuzet e viot)

Référence : GON.II, pg ku-ha-ka

1904

a-hendaral (a-hend-arall)

Référence : DBFV, pg ahendaral

1911

Beza ez eus a-hend-all warzu ar zav-heol, eur mam-vro-all, hini hon enebourien: Bro-C'hall, pehini, goude laerezh Dugelez dishual hon tadou dre eun dimezi rediet, heuillet gant eur c'hontrad, rediet ivez hag ouspen-ze torret da c'houde, a dalc'h ac'hanomp a-boue 1491, 1532, ha 1793 en eur sklaverez dismegansus gwasoc'h-gwaz. (Bezañ ez eus a-hend-all war-zu ar sav-heol, ur vammvro all, hini hon enebourien: Bro-C'hall, pehini, goude laerezh Dugelezh dishual hon tadoù dre un dimeziñ rediet, heuliet gant ur c'hontrad, rediet ivez hag ouzhpenn-se torret da c'houde, a dalc'h ac'hanomp abaoe 1491, 1532, ha 1793 en eur sklaverezh dismegañsus gwashoc'h-gwazh.)

Référence : PSEP, p V

1927

a hend-all

Référence : GERI.Ern, pg a

1929

En diwez, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret d'in bremaïk, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokôed. Lavar-ze d'in 'ta, kenvroâd ? - Penaos 'ta, ken nemed o klevout re-all o tezrevelli d'in doareoù emveva tud ar C'hreisteiz ! A-hend-all, penaos em bije kavet an traou-ze da lavarout d'it ? (En diwezh, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret din bremaik, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokoed. Lavar se din 'ta, kenvroad ? - Penaos 'ta, ken nemet o klevout re all o tezrevelliñ din doareoù emvevañ tud ar C'hreisteiz ! A-hend-all, penaos em bije kavet an traou-se da lavarout dit ?)

Référence : SVBV, p10

1931

a-hend-arall

Référence : VALL, autrement

a-hend-all

Référence : VALL, pg ailleurs, autrement, autrepart

1943

Adstêrioù ar fiordoù, a-hend-all, a gouez enno alies dre lammoù-dour istribilhet meur a gant metr a-zioc'h ar fiord.

Référence : TNKN, p41

1960

A-hend-all, steuenn ar c'hoari, an doare ma 'z eo reizet hag an dud all o lakaat buhez ennañ, war-bouez ar Marc'heger, a zo o terc'hel lec'h Loeiza Gareg, ha Kêroulaz, e vreur Kêrroc'h ha Kêrsalaun, a zo bet ijinet hep an distera doujañs e-keñver ar pez a zo bet c'hoarvezet. (A-hend-all, steuenn ar c'hoari, an doare ma 'z eo reizhet hag an dud all o lakaat buhez ennañ, war-bouez ar Marc'heger, a zo o terc'hel lec'h Loeiza Gareg, ha Keroulaz, e vreur Kerroc'h ha Kersalaun, a zo bet ijinet hep an disterañ doujañs e-keñver ar pezh a zo bet c'hoarvezet.)

Référence : PETO, p9

1985

Ar barez a ra toulloù er c'hroc'hen, e bizied an treid dreist-holl ; hag eno e teu da greskiñ kement gant ar vioù a vez en he c'hof ma vez ken tev hag ur bizenn (al loen e-unan a zo a-hend-all un hanter bihanoc'h eget ne deo c'hwenn hor bro).

Référence : DGBD, p198

2015

Ret eo deoc'h respont d'ar pezh a zedenn ar gazetennerien un tamm ivez, a-hend-all e c'hallfent mont da c'houlennata unan all peotramant krennañ o fennad.

Référence : DISENT, p121

Krediñ start a ra dezhi a-hend-all ez eo ar re wellañ er Gwazerezh Foran Gresian tud eeunek.

Référence : EHPEA, p25

Notice étymologique

Notes diverses