E brezonneg En français

Pennger enklask :

Gallout a rit resisaat hoc'h enklask en ur zibab hini pe hini eus ar maeziennoù amañ dindan :


Kavet e NDBF GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet :

Hini ebet

Stummoù deveret (0)

Termenadur

I.

1. A-stur gant ur c'horreenn hag a-stok outi.

Lakait ho meud a-blad war ho tal. Lakait al levr a-blad war an daol. Troc'hañ udb. a-blad.

HS. a-blaen, a-led.

ES. a-blom, a-serzh.

2. Kouezhañ a-blad : a-hed e gorf.

&

Diskar ub. a-blad : e lakaat da gouezhañ a-blad.

3. Lakaat daou dra a-blad an eil ouzh egile : lakaat daou dra stok-ha-stok.

Lakaat an daouarn a-blad an eil ouzh egile.

II. Dre skeud.

1. Lakaat ub., ur vro a-blad : e rivinañ, he rivinañ.

2. (db. al labour)

Chom a-blad : chom diechu.

HS. a-istribilh, e-skourr, foran.

Skouerioù istorel (1) Ezporzhiañ ar skouerioù

Bloaziad testeni

1960

Madam' Veto he doa laret -2 wech- / ' Vije tud Pariz diwadet, -2 wech- / Met chomet eo a-blad : / Hor c'hanoliou zo mat. (Madam' Veto he doa lâret -2 wech- / ' Vije tud Pariz diwadet, -2 wech- / Met chomet eo a-blad : / Hor c'hanolioù zo mat.)

Daveenn : PETO, p44

Notennoù etimologel

Notennoù studi