E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

a-boen

Formes fléchies (0)

Définition

Adv. ha stl. isur.

I. Adv.

1. [1904] Gant kalz a boan, ha c'hoazh.

An den gloazet ne zianale nemet a-boan. A-boan e c'hall bale.

2. (e-unan pe dirak un islav. degaset gant ar stl. ma)

[1659, 1931] Termen a verk ne reer nemet tizhout ar pal d'ar muiañ holl.

[1659] A-boan kreñv. A-boan hon eus peadra da vevañ. A-boan ma oar lenn. [1931] Gant ma holl vadoù, a-boan ma c'hallan ober ma zreuz.

3. (db. an niveroù, ar c'hementadoù)

[2012] Termen a verk ne reer nemet tizhout ar c'hementad-mañ-kementad, ar c'houlz-mañ-koulz, d'ar muiañ holl.

Ne oa ket nav eur hanter, met a-boan. A-boan un devezh.

[2012] E welet em boa a-boan ur vunutenn.

4. Trl.

(db. oberoù an dud)

NA VEZAÑ A-BOAN : na vezañ mat. Ne vefe ket a-boan lavaret kement-se dirak an holl dud.

5. (e deroù ur bennlav. heuliet gant un islav. degaset gant ar stl. ma)

Ger a dalvez da verkañ un ere etre daou zarvoud a c'hoarvez an eil diouzhtu war-lerc'h egile.

A-boan en doa sonet ma voe digoret dor an ti dezhañ.

II. Tr. stl. isur.

[1904, 1931] A-BOAN MA : troienn a dalvez da verkañ un ere etre daou zarvoud a c'hoarvez an eil diouzhtu war-lerc'h egile.

A-boan ma oamp erruet, e teuas un den da gomz ouzhimp.

& Dre verr.

A-boan erruet, e welas un den o tont davetañ.

HS. a-vec'h.

Exemples historiques (6) Exporter les exemples

Date d'attestation

1659

a boan cre (a-boan kre)

Référence : LDJM.1, pg a boan (cre)

1732

a-boan

Référence : GReg, pg difficilement

1904

aboén (a-boen)

...

aboén ma (a-boen ma)

Référence : DBFV, 2a

1931

gant va holl vadou a-boan ma c'hellan ober va zreuz (gant ma holl vadoù, a-boan ma c'hallan ober ma zreuz)

Référence : VALL, pg affaire

2012

E welet 'm boa a-boan ur vunutenn hogen va blev a savas a-bik war va fenn.

Référence : DJHMH, p.67

Notice étymologique

Notes diverses