E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

alc'houeder, ac'houezed, alc'hwedez, alc'houedez, ec'hweder, ec'houeder, c'hwedez, c'hwider, c'hweder, ac'hwezed

Formes fléchies (1)

Définition

1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1909, 1927, 1931] Anv hollek a reer gantañ da envel meur a spesad evned eus ar c'herentiad Alaudidae.

[1732] Kan an alc'hweder.

[1850] An alc'hwedered a sav uhel-meurbet en aer. [1850] Klevout a ran an alc'hweder o kanañ. [1867] An alc'houeder a ra e neizh / War-dro miz Mae e-touez an ed.

2. [1867] Ent strizh : Alc'hweder-sant-Pêr.

[1867] Unan eus an alc'houedered : / En ur vont da ganañ : « ne bec'hin mui sant Pêr ! » / Betek an heol hag ar stered, / En doa ankounac'haet e oa, war-dro 'n hanter, / Aet en-dro an nevez-amzer, / Hep reiñ d'e galonig dudi ar garantez.

Lost un alc'hweder. Un alc'hweder hag e alc'hwedered bihan.

3. (dirak ur spizer)

Alc'hweder beg tev : ar spesad Melanocorypha calandra, dezhañ pluñv brizh melen-rous ha du war e benn hag e gein, ha gwenn war e gof.

&

Alc'hweder eskell gwenn : ar spesad Melanocorypha leucoptera.

&

Alc'hweder gwez : ar spesad Lullula arborea, bihan a vent ha dezhañ pluñv brizh teñval hag ul lost berr a-walc'h.

&

Alc'hweder kornek : ar spesad Eremophila alpestris.

Exemples historiques (24) Exporter les exemples

Date d'attestation

1499

huedez (c'hwedez)

Référence : LVBCA, p47

ehuedez (ec'hwedez)

Référence : LVBCA, p67

1659

huedés (c'hwezdez)

...

hueder (c'hwezder)

Référence : LDJM.1, pg alouete

huider (c'hwider)

Référence : LDJM.1, pg huider

1732

alc'huëder

...

alc'huëdez (alc'hwedez)

...

c'huëder (c'hweder)

...

c'huëdes (c'hwedez)

...

can an alc'huëder (kan an alc'hweder)

...

ec'huëdes (ec'hwedez)

Référence : GReg, pg alouette

1850

éc'houeder (ec'houeder)

Référence : GON.II, pg éc'houeder

ann alc'houédéred a zâv huel meûrbéd enn éar (an alc'hwedered a sav uhel-meurbet en aer)

Référence : GON.II, pg alc'houéder

alc'houéder

Référence : GON.II, pg alc'houéder, kabellek, kodioc'h, kogennek, c'houéder

alc'houédez (alc'hwedez)

Référence : GON.II, pg alc'houéder, kodioc'h

klévoud a rann ann alc'houéder ô kana (klevout a ran an alc'hweder o kanañ)

Référence : GON.II, pg kana

1867

Ann alc'houeder a ra he neiz / War dro miz mae e-touez ann ed, / Er mare-ze al laboused, / Ha kement a zo beo, tommet gant heol ann deiz, / A verv enn ho c'haloun glaouen ar garantez, / Zo c'houezet gant mestr ar vuez. (An alc'houeder a ra e neizh / War-dro miz Mae e-touez an ed, / Er mare-se al laboused, / Ha kement a zo bev, tommet gant heol an deiz, / A verv en o c'halon glaouenn ar garantez, / Zo c'hwezhet gant mestr ar vuhez.)

...

Unan euz ann alc'houedered : / Enn eur vont da gana : « ne bec'hinn mui sant Per ! » / Betek ann heol hag ar stered, / En doa ankounac'heat e voa, war dro 'nn hanter, / Eat enn dro ann nevez amzer, / Hep rei d'he galounik dudi ar garantez. (Unan eus an alc'houedered : / En ur vont da ganañ : « ne bec'hin mui sant Pêr ! » / Betek an heol hag ar stered, / En doa ankounac'haet e oa, war-dro 'n hanter, / Aet en-dro an nevez-amzer, / Hep reiñ d'e galonig dudi ar garantez.)

Référence : MGK, p51

1909

aheúzed (ac'hwezed)

Référence : BROU, p. 201

1927

alc'houeder

...

huidér (c'hwider)

Référence : GERI.Ern, pg alc'houeder

1931

alc'houeder

...

ec'houeder (ec'hweder)

...

huider (c'hwider)

Référence : VALL, pg alouette

Notice étymologique

Notes diverses