E brezonneg En français

Pennger enklask :

Gallout a rit resisaat hoc'h enklask en ur zibab hini pe hini eus ar maeziennoù amañ dindan :


Kavet e NDBF GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet :

Hini ebet

Stummoù deveret (0)

Termenadur

Adv. ha rag. am.

I.

Adv.

A.

1. (goude un anv hollek, lies pe stroll pe e-unan gant ur v.)

[1904, 1909, 1931, 1985, 2015] A-vordilh, a gementadoù bras.

Kaout arc'hant a-leizh. Fallagriezh a-leizh. Klevet a ran klemmoù a-leizh. Lavaroù mat a-leizh. Kerc'h ha gwinizh a-leizh. Kezeg a oa a-leizh. A-leizh e teuent d'e gavout.

[1985] Ar mizvezhioù-se o devoa degaset din levenezioù a-leizh. [2015] Pinvidigezhioù a-leizh a zo amañ.

&

[1909] Traoù a-leizh : a-walc'h pe re a draoù.

2. (gant ur v.)

Kalz.

En em chalañ a reer a-leizh evito. N'anavezan ket a-leizh kêr Roazhon. Er gêr e komze a-leizh.

HS. e-leizh.

3. (gant un ag. en e zerez uheloc'h, uhelañ)

A-galz.

Brav eo an ti-mañ met kaeroc'h a-leizh e kavan an ti all. An danvez-mañ zo a-leizh gwelloc'h tra eget an hini hor boa prenet a-raok.

B.

1. (gant ur v.)

[1904] Frank.

Ar vamm a zigoro a-leizh he armelioù.

2. (dirak un ak. degaset gant ar gm. s. pe gant ur g. perc'h.)

Leun (a).

Daeroù a oa a-leizh o daoulagad. Gwad a zislonke a-leizh e c'henoù. Bez' e oa tud a-leizh an hent.

3. Tr. adv.

A-leizh dorn : leizh an daouarn.

Teuler arc'hant a-leizh dorn.

&

A-leizh kof : leizh ar c'hof.

Debriñ a-leizh kof.

&

A-leizh genoù : leizh ar genoù.

C'hoarzhin a-leizh genoù.

&

A-leizh korzenn : a-bouez-penn.

Kanañ, youc'hal a-leizh korzenn.

II.

Rag. am.

(dirak un anv hollek, lies pe stroll degaset gant an ar. a)

Kalz (a), un niver bras (a).

A-leizh a dud a oa deuet eno. A-leizh a sent en em denne er c'hoadoù.

HS. e-leizh, leizh, paot.

ES. nebeut.

Skouerioù istorel (6) Ezporzhiañ ar skouerioù

Bloaziad testeni

1904

aleih

...

aleh

Daveenn : DBFV, pg aleih

1909

Traou aleiz (traoù a-leizh)

Daveenn : BROU, p. 232 (on dit quelquesfois traou aleiz pour signifier assez, trop)

1931

a-leizh

Daveenn : VALL, pg abondant

1985

Gwasket e oa un tammig va c'halon em c'hreiz: edon o kuitaat ar vro d'ur mare ma oa bet ur blijadur evidon tremen e Roazon pemp miz kentañ ar bloaz-se; evel skiantour, evel broadelour, hag evel mignon, o devoa ar mizvezhioù-se degaset din levenezioù a-leizh.

Daveenn : DGBD, p9

2015

Pinvidigezhioù a-leizh a zo amañ e-barzh da virout en diogel.

Daveenn : EHPEA, p50

Notennoù etimologel

Notennoù studi