E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

ankouaat, ankounaat, ankounec'haat, ankouezhiñ

Formes fléchies (57)

Définition

I.

v.k.e.

(dirak un ak.)

1. Koll ar soñj eus udb., ub.

Ankounac'haat komzoù ub., ar pezh zo bet lavaret gant ub. Ankounac'haat a ra aes ar pezh en devez d'aber. Ankounac'haat ur ganaouenn. Ankounac'haat ar re varv.

2. Na vezañ gouest ken da bleustriñ war un hollad gouiziadurioù, un dachenn deknikel.

Ankounac'haat e vrezhoneg.

3. (db. ar gizioù, an doareoù ober, an arzoù, h.a.)

Dilezel.

Ankounac'haet o deus ur c'hoari a blije kalz d'ar re gozh.

4. Ober evel pa gollfed ar soñj eus ub., udb.

Ankounac'haat e labour ur pennad. Ankounac'haet eo e drubuilh gantañ.

5. (db. an dud, an traoù a zleer plediñ ganto)

Na gemer preder gant ub., udb., na lakaat ub., udb. e penn-kont.

Ankounac'haat e zleadoù. Ankounac'haet e oan bet gant ma breudeur pa voe rannet ar madoù.

6. Na gaout anaoudegezh-vat ouzh ub.

Ankounac'haat e dud, e vadoberour. Ankounac'haat ar vad bet graet d'ub.

II.

(impl. dirak un av.)

ANKOUNAC'HAAT OBER (UDB.) : n'ober (udb.) dre zievezh.

Ankounac'haat prennañ an nor. Ankounac'haat trugarekaat ub.

HS. disoñjal.

III.

v. em.

EN EM ANKOUNAC'HAAT.

1. Paouez a vezañ emouez ouzh ar pezh zo spletus evit an-unan.

N'en em ankounac'hafent ket kement mar prederfent un tamm bennak war o zraoù.

2. Paouez a soñjal en e vad e-unan a-benn na gemer preder nemet gant silvidigezh e ene.

Ne c'hoanta nemet en em ankounac'haat e-unan.

Exemples historiques (36) Exporter les exemples

Date d'attestation

1499

ancouffhat (ankounaat)

Référence : LVBCA, p24

1659

ancoûnhat (ankounaat)

Référence : LDJM.1, pg ancoûnhat

ancoûnhaat

Référence : LDJM.1, pg oublier

1732

ne all qet ancounéchat an dismegançz-ze (ne c'hall ket ankounec'haat an dismegañs-se)

Référence : GReg, pg (il ne peut) digérer (cet affront)

ober ancouñhat an traou trémenet (ober ankounaat an traoù tremenet)

Référence : GReg, pg abolir

ar mad-oberyou recevet a ancounec'hér prest hac an drouc recevet a zalc'her pell-amser sounch anezi (ar madoberioù resevet a ankounac'haer prest hag an droug resevet a zalc'her pell amzer soñj anezhi [sic])

Référence : GReg, pg airain

ancounnec'hât (ankounec'haat)

...

ancounnéc'heët (ankounec'haet)

...

ancoat (ankouaat)

...

ancouéat (ankouaat)

...

ancouëhat (ankounec'haat)

...

ancouëheiñ (ankouezhiñ)

Référence : GReg, pg ensevelir (dans l'oubli)

1850

añkoaat (ankouaat)

Référence : GON.II, pg añkoaat

añkouna (ankounañ)

Référence : GON.II, pg añkoaat, ankouna

añkounéc'haat (ankounec'haat)

...

añkounaat (ankounaat)

...

añkounac'haat

...

añkounac'hait két (ankounac'hait ket)

...

n'am añkounait (na'm ankounait)

Référence : GON.II, pg añkouna

n'hellann két griat, añkounac'hééd em eûz va bésken er géar (n'hellan ket griat, ankounac'haet em eus ma beskenn er gêr)

Référence : GON.II, pg bésken

eur plac'h-iaouañk na dlé népréd añkounac'haad ann déréadégez (ur plac'h yaouank na dle nepred ankounac'haat an dereadegezh)

Référence : GON.II, pg déréadégez

diwar-vrémañ n'hoc'h añkounac'hainn két (diwar vremañ n'hoc'h ankounac'hain ket)

Référence : GON.II, pg. diwar-vremañ

1867

O floura ar re vraz, n'ankounac'hait biken / Ann drouk a rit d'eunn all, el leac'h ma n'ema ket / Evit en em zifenn, / Ann drouk-ze war-n-hoc'h-hu a zilammo eunn deiz ; / C'hoarvezout rai gan-hoc'h ker gwaz ha gant ar bleiz. (O floura ar re vraz, n'ankounac'hait biken / An droug a rit d'un all, el lec'h ma n'emañ ket / Evit en em zifenn, / An droug-se warnoc'h-hu a zilammo un deiz ; / C'hoarvezout ray ganeoc'h ker gwazh ha gant ar bleiz.)

Référence : MGK, p105-106

Eur wennili enn he zroiou a voa deut da veza desket. Neb a vale dre ar broiou, ne dle ankounac'hat ann traou en deuz gwelet. (Ur wennili en he zroioù, a oa deuet da vezañ desket. Neb a vale dre ar broioù, ne dle ankounac'haat an traoù en deus gwelet.)

Référence : MGK, p13

Va breur paour, me ho ped, n'ankounac'hait biken, ema 'nn nec'h, ann enkrez atao war ziarbenn ar re a vez enn hent ! (Va breur paour, me ho ped, n'ankounac'hait biken emañ 'n nec'h, an enkrez atav war ziarbenn ar re a vez en hent !)

Référence : MGK, p17

« Ha ni a ve gant-hi [gant an heizez] ankounac'heat krenn ? » (« Ha ni a ve ganti [gant an heizez] ankounac'haet-krenn ? »)

Référence : MGK, p46

« Va mabik keaz, hiviziken, / N'ankounac'ha ket va c'helenn ! » (« Va mabig kaezh, hiviziken, / N'ankounac'ha ket va c'helenn ! »)

Référence : MGK, p72

1927

ankouaat

...

ankounac'haat

...

ankounec'hât (ankounec'haat)

Référence : GERI.Ern, pg ankounac'h

1935

An Aotrou Kure n'eo ket bet ankounac'haet, na den all ebet...

Référence : TRAG, p145

1943

Diskleriet eo mat a-walc'h an traoù gant ar goulakadur-mañ; arabat ankounac'haat kennebeut e vije souezhus ur fiord dindangleuzet war ur gompezenn ken plaen.

Référence : TNKN, p49

1960

Tro am bez da fallgaloni / Rak ankouaat eo an dïesa. / Met Hor Salver ' lar pardoni / D'ar re ' noazo ouz o nesa. (Tro am bez da fallgaloniñ / Rak ankouaat eo an diaesañ. / Met Hor Salver 'lâr pardoniñ / D'ar re 'noazo ouzh o nesañ.)

Référence : PETO, p31

Sitoyaned, ma digarez, m'ho ped / Ma ne vez ma zeod gwall-sentus bepred; / Ar voazamant goz d'ankouaat n'eo ket êz / Pardonit rak-se d'ar personig kêz. / D'ar Republik e vo atao feal... (Sitoianed, ma digarez, m'ho ped / Ma ne vez ma zeod gwall sentus bepred; / Ar voazamant gozh d'ankouaat n'eo ket aes / Pardonit rak-se d'ar personig kaezh. / D'ar Republik e vo atav feal...)

Référence : PETO, p35

1985

Pa zeue dezho, un nebeud bloavezhioù goude, dont da welout a zud, o devoa ankounac'haet, n'eo ket hepken o brezhoneg, met ivez an doare da labourat a oa bet o hini en o yaouankiz.

Référence : DGBD, p53

2015

O vezañ m'hon eus un tamm beaj vihan da ober e ankouaan an hent hag e klaskan sipañ ma spered.

Référence : EHPEA, p46

Notice étymologique

Termen predenek da dostaat d'ar c'hembraeg "anghofio" (*ankouno) kenster gantañ.

Notes diverses