E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

azalek

Formes fléchies (0)

Définition

I.

Ar.

1. (en egor ; dirak un anv pe ur gm. heuliet gant un ak., un ag.)

[1732, 1850] Eus.

&

Trl.

Adalek... betek...

[1732] Adalek an eil penn bed(e) egile. [1732] Adalek an treid bede 'r penn. [1850] Gouliek eo adalek ar penn betek an treid. [1850] Adalek ar goueled betek al lein. Adalek Montroulez betek Brest.

2. (en amzer ; dirak un ak. pe un adv.)

[1732, 1850, 2013] Diwar.

[2013] Adalek ar penn-kentañ eo, ha diwar un abeg a chom da gompren, e oa bet divizet cheñch pennahel an iliz. Adalek bremañ, neuze. Adalek hiziv.

&

Trl.

[1732, 1850] Adalek... betek...

[1732] Den yaouank : adalek an oad a bevarzek vloaz bede pemp warn-ugent. Adalek nav eur veure betek kreisteiz.

&

Adalek kentañ : adalek ar penn-kentañ.

HS. adal, (eus) talek.

II.

Tr. stl. isur.

[1985] ADALEK MA : diwar ar mare ma.

Adalek ma voe galvet e teredas du-mañ. [1985] Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz.

HS. abaoe (ma), adal (ma).

Exemples historiques (24) Exporter les exemples

Date d'attestation

1732

adalec an treid bede'r peñ (adalek an treid bede 'r penn)

Référence : GReg, pg (de pied en) cap

a-daleq an eil peñ bed 'eguile (adalek an eil penn bed egile)

Référence : GReg, pg (depuis un) bout (jusqu'à l'autre)

adalecq ar sevel-héaul bede ar c'huz-héaul (adalek ar sevel-heol bede ar c'huzh-heol)

Référence : GReg, pg (du levant jusqu'au) couchant

den yaoüancq adalec an oad a bévarzec vloaz bede pemp war'n-uguent (den yaouank adalek an oad a bevarzek vloaz bede pemp warn-ugent)

Référence : GReg, pg adolescent

a-dalecq tarz an deiz, a-dalecq ma véz goulaouët an deiz, ne baouez bede an nos, bede 'n nos (adalek tarzh an deiz, adalek ma vez goulaouet an deiz, ne baouez bede an noz)

Référence : GReg, pg dès (le point du jour il ne cesse jusqu'au soir)

a-dalecq e dy bede'n Ilis (adalek e di bede'n Iliz)

Référence : GReg, pg dès (sa maison jusques à l'Eglise)

a dalecq an amser-ze (adalek an amzer-se)

Référence : GReg, pg dès-lors (dès ce tems-là)

A-dalecq ar penn bede an treid (adalek ar penn bede an treid)

Référence : GReg, pg depuis (la tête jusqu'au pieds)

a-dalecq Qemper bede Qemperle (adalek Kemper bede Kemperle)

Référence : GReg, pg depuis (Quimper, jusqu'à Quimperlé)

a-dalecq (adalek)

Référence : GReg, pg depuis (signifiant la distance), des (préposition qui marque le temps)

a dalecq an goëled bede al lein (adalek ar goueled bede al lein)

...

a dalecq an goëled bede an nein (adalek ar goueled bede an nein)

Référence : GReg, pg fond (De fond en comble.)

1850

adaleg ar gwéled bétég al lein (adalek ar goueled betek al lein)

...

adaleg ar penn bétég an treid (adalek ar penn betek an treid)

...

adalek

Référence : GON.II, pg adâl

goulieg eo adaleg ar penn bétég ann treid (gouliek eo adalek ar penn betek an treid)

Référence : GON.II, pg gouliek

1927

adalek

Référence : GERI.Ern, pg adal (depuis, de)

1943

Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.

Référence : TNKN, p11

1944

Klevet e veze eur vlejadeg spontus adalek kreizteiz betek an enderv, ha leoutouet ar gigerien, ha malloziou an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostaleriou a veze leun a lonkerien ; dibaot nep a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezo-dall d'ar gêr. (Klevet e veze ur vlejadeg spontus adalek kreisteiz betek an enderv, ha leoù-touet ar gigerien, ha mallozhioù an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostalerioù a veze leun a lonkerien ; dibaot neb a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezv-dall d'ar gêr.)

Référence : EURW.1, p28

Hon tud a guitaas Gwenngamp d'abardaez hag an abadenn genta a zeraouas adalek 6 eur. (Hon tud a guitaas Gwengamp d'abardaez hag an abadenn gentañ a zeraouas adalek 6 eur.)

Référence : EURW.1, p32

Adalek neuze, en em lakaas da glask Istor Breiz da lenn. (Adalek neuze en em lakaas da glask istor Breizh da lenn.)

Référence : EURW.1, p41

1960

Azalek Roudoualeg betek ar vilin-boultr, en eur vro dianav-kaer dezañ, e voe heñchet ar bagad gant eur vaouez, Loeiza Gareg he ano, anaoudek eus an tolead. (Azalek Roudoualleg betek ar vilin-boultr, en ur vro dianav-kaer dezhañ, e voe heñchet ar bagad gant ur vaouez, Loeiza Gareg he anv, anaoudek eus an tolead.)

Référence : PETO, p8

1985

Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz.

Référence : DGBD, p5

2013

Adalek ar penn-kentañ eo, ha diwar un abeg a chom da gompren, e oa bet divizet cheñch pennahel an iliz.

Référence : LLMM, Niv. 399, p. 23

Notice étymologique

Termen savet diwar an araogenn "a", an ak. "tal" blotaet hag an dibenn anv-gwan "-ek".

Notes diverses

En em ziskouez a ra ar ger-mañ dindan tri stumm : adal > adale > adalek/azalek. An emdroadur-mañ zo kenstur gant an hini c'hoarvezet gant "betek", an araogenn enebet outañ : bet > bete/bede > betek. Er yezh komzet e kaver ivez ur stumm savet diwar an araogenn "eus" e-lec'h "a" : eus talek.