E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

arbat, erbat

Formes fléchies (0)

Définition

(e deroù ul lavared pe goude ur v. displ., dirak un av. pe un islav., degaset gant ar rn. "e", "ne")

I.

1. [1732, 1850] Termen a dalvez da c'heriañ un difenn. Arabat (eo) d'ar vugale dont da c'hoari dirak an ti. Arabat dit ober se. Arabat (e vefe) deoc'h komz evel-se dirazo. Arabat (eo) troc'hañ ar plankenn-se. Arabat (eo) e rofec'h disklêriadurioù faos dezho. Lavaret a reas dezhi (eo) arabat chom dirak an nor.

2. [1850, 1867, 1931, 1943, 1985, 2015] Termen a dalvez d'ober anv eus udb.

Na zleer ket ober. Arabat e oa touiñ ma den mat ! Arabat mont war-dro an dud-se.

&

Trl. (db. An dud)

Arabat eo stekiñ ennañ : arabat eo tostaat outañ.

3. [1931] Termen a dalvez d'ober anv eus udb.

zo aner d'ub. ober. Arabat eo deoc'h gervel, ne glevo ket.

Arabat (eo) gortoz kement-se : ne dalvez ket ar boan soñjal e c'hallfe an dra-se c'hoarvezout.

4. Kaer.

II. Dre zic'harv.

N'eo ket arabat : ret eo, mat eo.

Exemples historiques (25) Exporter les exemples

Date d'attestation

1732

arabad eo

Référence : GReg, pg (il ne) faut (pas) (il faut bien s'en donner de garde)

Arabad eo fizyout ènhà. (Arabat eo fiziout ennañ.)

Référence : GReg, pg fier (Fiez-vous-y ? fou qui s’y fie.)

1850

arabad

...

arabad eo (arabat eo)

Référence : GON.II, pg arabad

1867

« Va mignoun paour, bete neuze / Arabad eo e vez dinec'h ! » (« Va mignon paour, bete neuze / Arabat eo e vez dinec'h ! »)

Référence : MGK, p44

« E kever ar galoun, arabad tamall den ! » (« E-keñver ar galon, arabat tamall den ! »)

Référence : MGK, p46

» Arabad, 'velato, beza gant-ho foran ; / » Rak d'in-me ha d'am seurt ne vez da lein, da goan / » Terket bemdez ker koulz tinel. » (« Arabat, 'velato, bezañ ganto foran ; / Rak din-me ha d'am seurt ne vez da lein, da goan / Terket bemdez kerkoulz tinell. »)

Référence : MGK, p98

Arabat oa toui, va den mat; ne oa ket ho kouign dioc'h an dibab (arabat oa touiñ, va den mat; ne oa ket ho kouign diouzh an dibab)

Référence : MGK, Rakskrid VII

1927

âbat

...

arabat

Référence : Geri.Ern, pg arabadus

1931

arabat d'it ober (arabat dit ober)

Référence : VALL, pg aller

arabat mont war-dro

Référence : VALL, pg approcher

erbad é d'ec'h gerùel (arbat eo deoc'h gervel)

Référence : VALL, pg beau

1943

Hervez De Martonne, arabat e vefe envel ria pe aber ur seurt traonienn-vor na vije ket sanket, un tammig d'an nebeutañ, e karregennoù kalet evel re Vreizh, Galikia, h.a.; hervez Amerikaned 'zo avat, e c'heller ober ivez gant ar gerioù-se evit genaouioù ledanoc'h, a bign al lanv enno, ar stêrioù oc'h echuiñ en ur blenenn.

Référence : TNKN, p17

1960

An Nasion, e Gall, / Ne aotreo biken nep lavar na yez-all ; / Arabat, 'n ho savar, kenderc'hel d’irienna : / Rak gwasoc'h a damall ' ve deoc’h en em denna. (An Nasion, e Gall, / Ne aotreo biken nep lavar na yezh all ; / Arabat, 'n ho safar, kenderc'hel d’iriennañ : / Rak gwashoc'h a damall ' ve deoc’h en em dennañ.)

Référence : PETO, p49

Hogen arabat din touelli ma c'henvroiz, hag ec'h anzavan outo, didroidell, ne deo an degoueziou all a gaver em labour nemet faltazi diwanet en eur spered troet eun nebeud gant froudennou ar varzoniez, daoust pegen gwirheñvel e c'hell an darvoudou-se beza. (Hogen arabat din touelliñ ma c'henvroiz, hag ec'h anzavan outo, didroidell, ne deo an degouezhioù all a gaver em labour nemet faltazi diwanet en ur spered troet un nebeud gant froudennoù ar varzhoniezh, daoust pegen gwirheñvel e c'hell an darvoudoù-se bezañ.)

Référence : PETO, p8

1985

Arabat bezañ souezhet eta e veze ivez ar paeoù un hanter uheloc'h du-hont.

Référence : DGBD, p43

2012

Lavarout a rae, e berr gomzoù, e oa arabat d'an Dr Jekyll, e vadoberour a oa bet gopret ken fall e vadelezhioù diniver, e oa arabat dezhañ en em chalañ ken evit ar skriver, p'en doa hemañ araezioù tec'hout ma fizie penn-da-benn warno.

Référence : DJHMH, p45

2015

Arabat bezañ hegredik pa gaser seurt taolioù da benn: evel ma lâre Martin Luther King, "Un touell eo soñjal e teuy ar justis da ren a-drugarez d'ar vuhezegezh ha d'an nerzh kendrec'hiñ an dud. [...]"

Référence : DISENT, p54

Evit bezañ efedus, ha peogwir n'eo ket pal kentañ ar stourmerien, eo arabat chom da dabutal eurvezhioù-pad.

Référence : DISENT, p66

Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.

Référence : DISENT, p77

Arabat disoñjal an traoù a servijo deoc'h da vezañ gwelet ha komprenet : traktoù da reiñ d'an dud, gitonoù da stagañ ouzh ar prenester pe ouzh ar c'haelioù.

...

Ret eo tuta en ur mod didrouz a-walc'h : arabat na vefe klevet komz deus ho raktres gant hoc'h enebourien.

Référence : DISENT, p86

Rak, arabat bezañ touellet, ar stael a gemerin, ma kemeran anezhañ, a zo stael ur burevour.

Référence : EHPEA, p22

Fazioù hon eus-ni graet ivez, Kostas. Lezet hon eus anezhi en he roll atav. N'hon eus ket desket dezhi ez eus endalc'hioù ivez, ne ra ket unan ar pezh a gar atav. Kiriek out-te ivez, pa 'c'h eus savet anezhi e-barzh ur goloenn. Arabat mont droug ennout m'hen lavaran dit."

Référence : EHPEA, p67

Notice étymologique

Notes diverses