E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

argant

Formes fléchies (2)

Définition

I.

A.

1. Metal gwenn-louet prizius (ar. kim. Ag) orjalennus, aes da labourat.

Mengleuzioù arc'hant Kanada.

&

Trl. kv. (db. an traoù)

Sklaer evel an arc'hant : sklaer ha lintrus.

Ur wazh dour sklaer evel an arc'hant.

&

Ken gwenn hag arc'hant.

2. Kendeuzad eus ar metal-se hag eus ur c'hementad bnk. a gouevr a dalvez d'ober traezoù, bravigoù.

Ur walenn arc'hant, en arc'hant. Listri arc'hant. Pezhioù arc'hant.

&

Arc'hant kannet : roet e stumm dezhañ dre ober gant ur morzhol.

B. Armerzh

1. Kellid.

2. Moneiz graet gant ar metal-se, ar c'hendeuzad-se end-eeun.

3. Dre ast.

Kement a dalvez da baeañ, da brenañ (pezhioù, bilhedoù, chekennoù, h.a.).

Ur yalc'had arc'hant, ur yalc'had vat a arc'hant. Ur sammad arc'hant. Gounit kalz, forzh arc'hant. Gounit arc'hant bras. Arboellañ, armerzhañ, dastum, erbediñ, espern, gouarn, sevel (e) arc'hant : e lakaat a-gostez.

Dismantrañ, drailhañ, drastañ, foeltrañ, foetañ, foraniñ (e) arc' hant : e zispign en un doare diboell.

Reiñ arc'hant war gampi.

Bezañ arc'hant gant ub. : bezañ trawalc'h a bezhioù, a vilhedoù evit prenañ, evit paeañ.

HS. Gwenneg, moneiz.

&

(impl. da ls.)

Degas arc'hant war an daol hag o c'hargañ en ur sac'h.

&

Arc'hant paper : bilhedoù.

&

Arc'hant melen : moneiz aour.

&

Arc'hant butun : gwerzh-butun.

&

Arc'hant diouzhtu, arc'hant dizolo, arc'hant a-benn : arc'hant a c'hall unan ober gantañ diouzhtu pa tell dezhañ evit paeañ e zispignoù.

&

Arc'hant laosk, arc'hant sec'h, arc'hant louedet : arc'hant n'eo ket bet postet, na zegas gounid ebet.

&

Arc'hant-kred : arc'hant a roer e gouestl (evit un amprest, h.a.).

C.

1. Arouez eus ar binvidigezh.

Kalz arc'hant zo en ti-se.

Kaout arc'hant : bezañ pinvidik.

HS. glad, mad.

2. Trl.

Dastum aour hag arc'hant : dastum madoù.

&

Trl.

Bezañ berr an arc'hant gant ub., bezañ berr gant an arc'hant, bezañ berr en arc'hant : na vezañ pinvidik.

&

Ober arc'hant eus udb. : kaout ur priz mat evitañ.

3. Trl. skeud., pemdez

Gounit, ober arc'hant evel (ober) glav : gounit kalz arc'hant.

&

Dastum arc'hant evel ur mengleuzier : gounit kalz arc'hant.

&

Kaout arc'hant d'ober teil : kaout arc'hant forzh pegement.

&

Amañ ne vez ket graet an arc'hant war an oaled : n'eo ket pinvidik tud an ti-mañ.

II.

1. Dre heveleb. (goude un ak. spizad)

Termen a dalvez d'ober anv eus traoù zo a-liv gant ar metal-se end-eeun.

Blev arc'hant.

2. Dre ast.

Liv ar metal-se end-eeun.

Goleiñ udb. gant arc'hant.

III.

G. (en e furm lies)

Sammad arc'hant.

Arc'hantoù bras. Degemeret hon eus an arc'hantoù-mañ e korf daou viz.

&

Arc'hantigoù, arc'hantoùigoù : sammadoù arc'hant dister.

Dispignet en deus e holl arc'hantigoù : kement a biaoue.

&

(impl. da anv unan.)

Un arc'hant bras : ur sammad bras a arc'hant.

Dispign un arc'hant bras e dilhad.

Exemples historiques (123) Exporter les exemples

Date d'attestation

1499

argant

...

colier argant (koliere arc'hant)

Référence : LVBCA, p27

1659

arc'hant

Référence : LDJM.1, pg argent, arc'hant

livra an arc'hant (livrañ an arc'hant)

Référence : LDJM.1, pg deliurer (l'argent)

1732

ne alleur qet gounit ar barneur-hont, na gand arc'hand, nac ê faeçzoun all (ne c'haller ket gounit ar barner-hont, na gant arc'hant, nag e feson all)

Référence : GReg, pg (ce Juge n'est pas) corruptible

goarniçza gand arc'hand (gwarnisañ gant arc'hant)

...

golei gand arc'hand (goleiñ gant arc'hant)

Référence : GReg, pg (couvrir d') argent

croaz arc'hand (kroaz arc'hant)

Référence : GReg, pg (croix d') argent

rei arc'hand var campy (reiñ arc'hant war gampi)

...

rei arc'hand var interest (reiñ arc'hant war interest)

Référence : GReg, pg (donner ou prêter de l') argent (à interêt)

red eo cahout arc'hand evit (ret eo kaout arc'hant evit)

...

yzom a so a arc'hand evit (ezhomm a zo a arc'hant evit)

...

da ober a so a arc'hand evit (da ober a zo arc'hant)

Référence : GReg, pg (il est) besoin (d'avoir de l'argent pour)

arc'hanchou am eus var ar meas (arc'hañchoù am eus war ar maez)

Référence : GReg, pg (j'ay quelque) argent (sur champs)

maengleuz arc'hand (mengleuz arc'hant)

Référence : GReg, pg (mine d') argent

paëyt dign da-guentâ va arc'hand dispignet (paeit din da gentañ va arc'hant dispignet)

Référence : GReg, pg (payez-moi d'abord mon deboursé)

leiz an-tocq a arc'hand (leizh an tok a arc'hant)

Référence : GReg, pg (plein le) chapeau (d'argent)

pêrc'hentit an arc'hand-ze (perc'hentit an arc'hant-se)

Référence : GReg, pg (s')approprier

lyen-arc'hand (lien arc'hant)

Référence : GReg, pg (toile d') argent

ur boësellad-arc'hand (ur boezellad arc'hant)

Référence : GReg, pg (un) boisseau (d'argent)

ur vesqenn arc'hand (ur veskenn arc'hant)

Référence : GReg, pg (un) dé (d'argent)

goazeñ arc'hand (gwazhenn arc'hant)

Référence : GReg, pg (veine d') argent

arc'hand èn deveus (arc'hant en deus)

Référence : GReg, pg a

préna gand arc'hand countant (prenañ gant arc'hant kontant)

Référence : GReg, pg acheter

goaligna aour pe arc'hand (gwalennañ aour pe arc'hant)

Référence : GReg, pg affiler

an arc'hand hag ar bligeadur a so an emors eus ar viçz (an arc'hant hag ar blijadur a zo an emors eus ar vis)

...

an arc'hand hag ar bligeadur a so pascadur ar viçz (an arc'hant hag ar blijadur a zo paskadur ar vis)

Référence : GReg, pg amorce

arc'hanchou (arc'hañchoù)

...

arc'hand mouneizet (arc'hant moneizet)

...

argand

Référence : GReg, pg argent

arc'hand countet (arc'hant kontet)

...

arc'hand disolo (arc'hant dizolo)

...

arc'hand presant (arc'hant prezant)

Référence : GReg, pg argent (comptant)

arc'hand émprèstet (arc'hant amprestet)

...

arc'hand prèstet (arc'hant prestet)

...

arc'hand qemeret e prest (arc'hant kemeret e prest)

Référence : GReg, pg argent (emprunté)

arc'hand cuz (arc'hant kuzh)

...

arc'hand disimplich (arc'hant dizimplij)

...

arc'hand louëdet (arc'hant louedet)

...

arc'hand seac'h (arc'hant sec'h)

Référence : GReg, pg argent (oisif)

arc'hand

Référence : GReg, pg argent, finance (argent, monnoie.)

aczyedou-arc'hand (asiedoù arc'hant)

Référence : GReg, pg assiete (ustensile de table)

an arc'hand a so un amorch bras evit an dud avaricius ; hac ar pligeaduryou lic, ur grampinell jvinec evit ar re lubric, siöuas (an arc'hant a zo un amorch bras evit an dud avarisius ; hag ar plijadurioù lik, ur grampinell ivinek evit ar re lubrik, siwazh)

Référence : GReg, pg attrait (l'argent est un puissant attrait pour les avares ; & le plaisir sensuel en est un autre pour les voluptueux)

boëstl-arc'hand (boestl arc'hant)

Référence : GReg, pg boete (d'argent)

bord-arc'hand (bord arc'hant)

Référence : GReg, pg bord (d'argent)

pouliçza listry-aour, listry-arc'hand, hoüarn evit o lacqât da lufra (polisañ listri aour, listri-arc'hant, houarn evit o lakaat da lufrañ)

...

pouliçza listry-aour, listry-arc'hand, hoüarn evit o lacqât da lintra (polisañ listri aour, listri-arc'hant, houarn evit o lakaat da lintrañ)

Référence : GReg, pg brunir (polir l'or, l'argent, le fer, avec le brunissoir, pour lui donner de l'éclat)

pouliçzer al listry-arc'hand (poliser al listri arc'hant)

Référence : GReg, pg brunisseur (ouvrier qui brunit la vaissaille d'argent)

couffr an arc'hand (koufr an arc'hant)

Référence : GReg, pg caisse (à mettre l'argent des gens d'affaires)

arc'hand ar bresellidy (arc'hant ar brezelidi)

...

arc'hand an dud a vresell (arc'hant an dud a vrezel)

Référence : GReg, pg caisse (militaire)

evezyad an arc'hand (evezhiad an arc'hant)

...

evezidy an arc'hand (evezhidi an arc'hant)

...

dispançzer an arc'hand (dispañser an arc'hant)

Référence : GReg, pg caissier

broudeür-aour, pe arc'hand (brodeür-aour, pe arc'hant)

Référence : GReg, pg clinquant (broderie d'or ou d'argent)

golei ur güisqamand a vroudëur-aour, pe arc'hand (goleiñ ur gwiskamant a vrodeür aour, pe arc'hant)

Référence : GReg, pg clinquanter (charger un habit de clinquant)

arc'hand couchant (arc'hand kouchant)

Référence : GReg, pg comptant

arc'hand countant (arc'hant kontant)

Référence : GReg, pg comptant (argent present, réel, effectif)

goardou evit divoall arc'hand, bividiguez, mounicionou un armè. (gwardoù evit diwall arc'hant, pinvidigezh, munisionoù un arme.)

Référence : GReg, pg convoy (de munitions pour une armée)

croaz aour, croaz arc'hand (kroaz aour, kroaz arc'hant)

Référence : GReg, pg croix (d'or, d'argent)

loa arc'hand (loa arc'hant)

Référence : GReg, pg cuillier (d'argent)

dispign arc'hand (dispign arc'hant)

Référence : GReg, pg debourser, (tirer de l'argent de sa bourse pour faire quelque depense)

distaga an arc'hand diouc'h un dra (distagañ ar arc'hant diouzh un dra)

Référence : GReg, pg desargenter (ôter l'argent d'une chose argentée)

arc'hand ar Rouë

Référence : GReg, pg finance (Finances , les deniers publics du Roi, de l'Etat.)

Godellou an dud yaouancq ne vezont nemeur carguet eus a arc'hand. (Godelloù an dud yaouank ne vezont nemeur karget eus a arc'hant.)

Référence : GReg, pg finance (Les jeunes gens ne sont guères chargez de finances.)

fourniçza arc'hand d'ar Rouë (fournisañ arc'hant d'ar Roue)

...

caçz arc'hand da dénzor ar Rouë (kas arc'hant da deñzor ar Roue)

Référence : GReg, pg financer

fourniçzet arc'hand d'ar Rouë (fourniset arc'hant d'ar Roue)

...

caçzet arc'hand da dénzor ar Rouë (kaset arc'hant da deñzor ar Roue)

Référence : GReg, pg financer (pp.)

fonçzet arc'hand (foñset arc'hant)

...

fourniçzet arc'hand (fourniset arc'hant)

Référence : GReg, pg foncer (financer, pp.)

fonçza arc'hand (foñsañ arc'hant)

...

fourniçza arc'hand (fournisañ arc'hant)

Référence : GReg, pg foncer (financer)

cals a arc'hand (kalz a arc'hant)

Référence : GReg, pg fond (Fond d'argent.)

arc'hand mont-dont (arc'hant mont-dont)

Référence : GReg, pg fond (Le fond d'un marchand.)

1850

nec'hed eo gañd ann ézomm eûz a arc'hañt (nec'het eo gant an ezhomm eus a arc'hant)

Référence : GON.II, pg ézomm

arc'hañd dizôlô (arc'hant dizolo)

...

arc'hañt

...

eul loa arc'hañt em eûz prénet (ul loa arc'hant em eus prenet)

Référence : GON.II, pg arc'hañt

douared eo hé arc'hañt gañt-ha (douaret eo e arc'hant gantañ)

Référence : GON.II, pg douara

eur goagen hoc'h eûz gréad el lôa arc'hañt (ur goagenn hoc'h eus graet el loa arc'hant)

Référence : GON.II, pg koagen

listri arc'hañt (listri arc'hant)

Référence : GON.II, pg listri

1867

Daou varc'h a iea enn hent : unan a gerc'h sammet. Ann eil o tougenn-sounn arc'hant holen ar Roue, bete boeden he lost enn-han lorc'h ha fouge, ne roje ket he veac'h evit netra er bed. (Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed.)

Référence : MGK, p5

Kaout a dlie ouspenn, 'vit beza diouz he c'hoant, / Gant eur spered dispar, wenn-vad ha kalz arc'hant. (Kaout a dlee ouzhpenn, 'vit bezañ diouzh he c'hoant, / Gant ur spered dispar, [a-]ouenn vat ha kalz arc'hant.)

Référence : MGK, p55

Ar furnez hag ar skiant a gavo gwir bried ; / Aour hag arc'hant, eur mestr hep kaloun na spered. (Ar furnezh hag ar skiant a gavo gwir bried ; / Aour hag arc'hant, ur mestr hep kalon na spered.)

Référence : MGK, p58

Hen a-vad a voa goaz, hag eunn den a spered, / Burzud ha maill ar vro, ma vije bet kredet ; / Eunn den blokuz ouspenn, ne varc'hatea ket pell, / Arc'hant he dadou-koz gant-han enn he c'hodel. (Eñ avat a oa gwaz, hag un den a spered, / Burzhud ha mailh ar vro, ma vije bet kredet ; / Un den blokus ouzhpenn, ne varc'hatae ket pell, / Arc'hant he dadoù-kozh gantañ en e c'hodell.)

Référence : MGK, p88

1874

Hoc'h abit inkarnal, ho tantelez arc'hant (hoc'h abid inkarnal, ho tantelez arc'hant)

Référence : GBI.II, p12

1909

Mar hoc'h eus ezomm arc'hant (Mar hoc'h eus ezhomm arc'hant)

Référence : BROU, p. 237

1927

arc'hanchou (arc'hant)

...

arc'hant

...

arc'hant-paper (arc'hant paper)

...

argand

Référence : Geri.Ern, pg arc'hant

1931

taget gand ar verrentez-arc'hant (taget gant ar verrentez arc'hant)

Référence : VALL, pg (pressé par le) besoin (d'argent)

an arc'hant lakaet d'an dispign-ze (an arc'hant lakaet d'ar dispign-se)

...

an arc'hant lakaet d'ar gefridi-ze (an arc'hant lakaet d'ar gefridi-se)

...

an arc'hant merket d'an dispign-ze (an arc'hant merket d'ar dispign-se)

...

an arc'hant merket d'ar gefridi-ze (an arc'hant merket d'ar gefridi-se)

Référence : VALL, pg affectation

estr eged eno ez eus arc'hant (etreget eno ez eus arc'hant)

Référence : VALL, pg ailleurs

arc'hañchou (arc'hañchoù)

...

arc'hant bras

...

arc'hant dizolo

...

arc'hant laosk

...

arc'hant postet

...

arc'hant sec'h

...

arc'hantou (arc'hant)

...

mengleuz-arc'hant (mengleuz arc'hant)

Référence : VALL, pg argent

arc'hant dilerc'hiet

Référence : VALL, pg arrérages

kalon-arc'hant (kalon arc'hant)

Référence : VALL, pg attaché

astenn arc'hant

Référence : VALL, pg avancer

arc'hant-paper (arc'hant paper)

...

kenwerz-arc'hant (kenwerzh arc'hant)

Référence : VALL, pg banque

arc'hant bras

Référence : VALL, pg beaucoup

arc'hant-paper

Référence : VALL, pg billet (de banque)

gounit arc'hant

Référence : VALL, Rakskrid p XXVII

arc'hant

Référence : VALL, Rakskrid p XXVII, argent

1960

Pa varv unan bennak, kar ha par, dïezet, / Gant an diouer arc'hant, a lar ez int paour-raz / Hag e chom ar person hep ar gopr distera / 'Vit pedennou ar c'hañv, salmou ha Libera. (Pa varv unan bennak, kar ha par, diaezet, / Gant an diouer arc'hant, a lâr ez int paour-razh / Hag e chom ar person hep ar gopr disterañ / 'Vit pedennoù ar c'hañv, salmoù ha Libera.)

Référence : PETO, p32

1985

Met an arc'hant bet lakaet a-gostez diwar ar pezh am boa gounezet e-pad ma oan bet e bro an okoume eo e c'hellis sevel an oberenn a zo chomet an tostañ d'am c'halon, hag a oa bet embannet hepken goude ar brezel pa oan aet en-dro da Afrika, dindan an ano Yezhadur Bras ar Brezhoneg.

Référence : DGBD, p6

2012

Ur plac'h, liv ivor he fas ha liv argant he blev, a zigoras an nor

Référence : DJHMH, p40

2013

Ha pa zeue an arc'hant da ziankañ, war chanter pe chanter, anat e oa bet tost dalc'hmat diwar-goust an tourioù, ar begoù-tour dreist-holl.

Référence : LLMM, Niv. 399, p. 18

2015

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

Référence : DISENT, p58-59

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

Référence : DISENT, p59

Poent eo lâret resis d'ar stourmerien peseurt riskl a zo degaset gant an obererezh en he fezh -traoù foeltret hag an arc'hant a vefe da baeañ evit an distruj- ; ha gant perzh pep hini en obererezh.

Référence : DISENT, p90

"An doare nemetañ eo da c'horo arc'hant digant ar stad vrein-se," a lavar deomp kent kimiadiñ.

Référence : EHPEA, p13

Notice étymologique

Termen predenek da dostaat d'ar c'hembraeg "ariant".

Notes diverses