E brezonneg En français

Pennger enklask :

Gallout a rit resisaat hoc'h enklask en ur zibab hini pe hini eus ar maeziennoù amañ dindan :


Kavet e NDBF GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet :

hounhont

Stummoù deveret (0)

Termenadur

1. Raganv a dalvez da ziskouez ub. pe udb. - a arouezer gant un anv benel - zo pell-bras diouzh ar c'homzer.

Ur goumoulenn arnev eo honhont. Gwelet a rit honhont wenn.

2. Trl.

HOMAÑ... HONHONT : troienn a dalvez da lakaat keñver-ha-keñver, da enebiñ daou zen, daou dra a arouezer gant anvioù benel.

Pa zegasas homañ ar c'heloù d'he c'hoar, honhont a voe mantret. Goulenn a ra alioù digant homañ ha digant honhont.

HS. homañ, honnezh.

EVEZH. : kemm. blot. darn. - chom a ra k, t ha p digemm - e deroù an anvioù-gwan a lakaer goude honhont.

Skouerioù istorel (3) Ezporzhiañ ar skouerioù

Bloaziad testeni

1732

hounont (hounhont)

Daveenn : GReg, pg celle (loin de vous)

1850

houn-hoñt

...

rédit warlerc'h houn-hoñt (redit war-lerc'h honhont)

Daveenn : GON.II, pg houn (-hoñt)

Notennoù etimologel

Notennoù studi