E brezonneg En français

Pennger enklask :

Gallout a rit resisaat hoc'h enklask en ur zibab hini pe hini eus ar maeziennoù amañ dindan :


Kavet e NDBF GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet :

Hini ebet

Stummoù deveret (0)

Termenadur

I.

1. (gant ur v. en amzer-vremañ en e stumm nac'h)

Nep gwech, e nep mare.

Al labourer ne chom james da baouez. James ne zigoran ma genoù da glemm.

&

Tr. adv.

James ebet : troienn a implijer da greñvaat an nac'h.

HS. kammed, morse, nepred.

ES. atav, bepred, dalbezh, dalc'hmat.

2. Dre ast. (gant ur v. en amzer-da-zont en e st. nac'h)

Nep gwech, e nep mare.

Ar barrez-mañ, james ne vo nemet ruz !

&

Tr. adv.

Biken james : troienn a implijer da greñvaat an nac'h en dazont.

&

Tr. adv.

Da james : da viken.

Ro viot meulet da james.

HS. biken, birviken.

ES. atav, dalc'hmat.

3. A-wechoù (gant ur v. en amzer-dremenet en e st. nac'h)

Nep gwech, e nep mare.

James ne'm boa klevet se.

&

Biskoazh james : troienn a implijer da greñvaat an nac'h en tremened.

HS. biskoazh.

ES. atav, bepred, dalc'hmat.

II.

Impl. da ak.

1. Trl.

Ur james : pell amzer.

Daonet on evit ur james !

2. N'eus james ebet : n'eus tra na c'hallfe bezañ sevenet deiz pe zeiz.

Skouerioù istorel (4) Ezporzhiañ ar skouerioù

Bloaziad testeni

1677

20. D'ar fin, pa rentin va ené, / d'am Autrou IESUS, ma Doue, / Grit din pignat d'ar Baradoes, / da veuli Doué da james. (20. D'ar fin, pa rentin va ene, / da'm Aotrou JEZUZ, ma Doue, / Grit din pignat d'ar baradoz, / Da veuliñ Doue da james.)

Daveenn : Do., p70

1727

Neuse ar Groas [sic, goas] a laca ar voualen-se var bis ar Vaoues, evit ma ouezo-hi quercouls penaus ne dle james e c'halon caout affection evit den all ebet endra vevo var an douar an hini ma teu hor Salver eus e rei dezi. (Neuze ar gwaz a laka ar walenn-se war biz ar vaouez, evit ma ouezo-hi kerkoulz penaos ne dle james he c'halon kaout afeksion evit den all ebet endra vevo war an douar an hini ma teu hor Salver eus e reiñ dezhi.)

Daveenn : IN, p336

1732

ne finvezo jamès-birvyqen (ne finvezo james-birviken)

Daveenn : GReg, pg eternel (qui n'aura jamais de fin)

1909

biskoaz jamez, biken jamez (biskoazh-james, biken-james)

Daveenn : BROU, p. 437 (jamais. Ce mot s'emploie comme réduplicatif)

Notennoù etimologel

Notennoù studi