E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

abavoe

Formes fléchies (0)

Définition

Ar., adv. ha stl. isurzh.

I.

Ar.

[1659, 1732, 1850, 1867, 1909, 1927, 1985, 2015] Araogenn a dalvez d'ober anv eus ur prantad zo etre ur mare, un darvoud tremenet hag ar pred amzer ma komzer.

[1659] Abaoe gouloù deiz. [1659] Abaoe daou vloaz. [1659] Abaoe nemeur. [1659] Abaoe tri miz ne studias. [1850] Abaoe dec'h on klañv. [1850] Alfoiñ a ra abaoe dec'h. [1850] Didra int chomet abaoe neuze. [1850] Va dleour eo abaoe pell amzer. [1909] Abaoe pell (zo). [1985] War greskiñ e oa aet Casablanca abaoe ugent vloaz. Abaoe keit all.

&

Abaoe un nebeudig : abaoe nebeut amzer.

&

Abaoe pegoulz, pegeit ?

&

Trl.

Abaoe bloavezh an erc'h du : abaoe n'ouzer ket pegeit.

&

[1909] Abaoe keit amzer zo : abaoe pell-pell zo.

HS. a-zrebi.

&

KOZH.

(dirak un ak., hep gm.)

[1659] Abaoe eskob : abaoe ma voe anvet da eskob.

II.

Adv.

[1732, 1867, 1909, 1927, 1941] Adverb a dalvez d'ober dave d'ar prantad zo etre ur mare, un darvoud tremenet na veneger ket hag ar pred amzer ma komzer.

[1732] Kammañ a ra abaoe. [1732] Abaoe eo kamm. [1867] Abaoe e red atav. [1909] Ur pennad zo abaoe. N'on ket bet eno abaoe. Pegeit zo abaoe ? Pell zo abaoe. Un daouzek vloaz bennak zo abaoe.

&

Trl.

Abaoe ez eus meur a warlene : tremenet ez eus un hir a amzer abaoe.

III.

Stl.

1. Tr. stl. isur.

[1850, 1874, 1927, 1931, 1943] ABAOE MA, ABAOE NA : troienn a dalvez d'ober meneg eus ar prantad zo etre un darvoud tremenet hag ar pred amzer ma komzer.

[1850] Bravaet eo abaoe ne'm eus he gwelet. [1850] Diforc'h eo abaoe m'en deus bet ul lamm. [1850] Digabestr eo chomet abaoe m'eo marv e dad. [1850] Boazioù fall en deus kemeret abaoe m'emañ eno. [1874] Pell amzer vras zo abaoe na oamp en em welet. [1931] Abaoe ma'z eus deuet skiant dezhañ.

2. ABAOE (+ rn. v. "e") : troienn a dalvez d'ober meneg eus ar prantad zo etre un darvoud tremenet hag ar pred amzer ma komzer.

[1850] Bouzar eo chomet abaoe eo bet klañv.

HS. aba.

Exemples historiques (60) Exporter les exemples

Date d'attestation

1659

a baoue nemeur (abaoe nemeur)

Référence : LDJM.1, pg a baoue (nemeur)

abaoue goulou deiz e studian (abaoe goulou-deiz e studian)

Référence : LDJM.1, pg abaoue (goulou deiz e studian)

abaoue tri mis ne studias (abaoe tri miz ne studias)

Référence : LDJM.1, pg abaoue (tri mis ne studias)

a baoue Escop (abaoe eskob)

...

abaoue daou bloaz (abaoe daou vloaz)

Référence : LDJM.1, pg depuis (deux ans)

abaoue nemeur

Référence : LDJM.1, pg depuis (peu, dernierement)

a ba oue goulou deiz (abaoe gouloù-deiz)

Référence : LDJM.1, pg des (le point du jour)

1732

a-ba-vouë try miz ez eo clañ (abavoe tri miz ez eo klañv)

Référence : GReg, pg (il est malade) depuis (trois mois)

abaoüé ez eo camm (abaoe ez eo kamm)

...

camma a ra aboüe (kammañ a ra abaoe)

Référence : GReg, pg boiter (clocher)

a-ba-vouë neuze (abavoe neuze)

...

a-ba-vouë an amzer-se (abavoe an amzer-se)

Référence : GReg, pg depuis (ce tems-là)

a-ba-vouë decq vloaz (abavoe dek vloaz)

Référence : GReg, pg depuis (dix ans)

a-ba-vouë fountet, savet, ar guear a Guemper (abavoe fontet, savet ar gêr a Gemper)

Référence : GReg, pg depuis (la fondation de Quimper)

a-ba-vouë an amzer ma (abavoe an amzer ma)

Référence : GReg, pg depuis (le tems que)

a-ba-voa pell-amser (abavoe pell amzer)

Référence : GReg, pg depuis (long-tems)

a-ba ouë nemeur (abaoe nemeur)

Référence : GReg, pg depuis (peu)

a-ba-voa (abavoe)

...

a-boë

Référence : GReg, pg depuis (préposition & adverbe)

a-ba-vouë (abavoe)

Référence : GReg, pg depuis (préposition & adverbe), (du depuis)

1850

abaoé

Référence : GON.II, pg a, abaoé

abaoué neûzé eo añkéniet meûrbéd (abaoe neuze eo ankeniet-meurbet)

Référence : GON.II, pg añkénia

abaoé déac'h ounn klañ (aboae dec'h on klañv)

...

abaoé neûzé né ra mui nétra (abaoe neuze ne ra mui netra)

Référence : GON.II, pg abaoé

alfôi a ra abaoé déac'h (alfoiñ a ra abaoe dec'h)

Référence : GON.II, pg alfôi

altéri a ra abaoé déac'h (alteriñ a ra abaoe dec'h)

Référence : GON.II, pg altéri

choummed eo blé abaoé hé gléñvéd (chomet eo ble abaoe e gleñved)

Référence : GON.II, pg blé

boasiou fall en deûz kéméred abaoé éma énô (boazioù fall en deus kemeret abaoe emañ eno)

Référence : GON.II, pg boaz

bouzar eo choumed, abaoé eo bét klañ (bouzar eo chomet abaoe eo bet klañv)

Référence : GON.II, pg bouzar

bravéed eo, abaoé n'em eûz hé gwélet (bravaet eo abaoe n'em eus he gwelet)

Référence : GON.II, pg bravaat

diének brâz eo abaoé eo marô hé dâd (dienek-bras eo abaoe eo marv e dad)

Référence : GON.II, pg diének

didrâ iñt choumet abaoué neûzé (didra int chomet abaoe neuze)

Référence : GON.II, pg didrâ

diforc'h eo abaoé m'en deûz béd eul lamm (diforc'h eo abaoé m'en deûz béd eul lamm)

Référence : GON.II, pg diforc'h

digabestr eo, abaoue ma eo marô hé dâd (digabestr eo, abaoue ma eo marv e dad)

Référence : GON.II, pg digabestr

Diguzul eo choumet, abaoé ma eo marô hé fried. (Diguzul eo chomet, abaoe ma eo marv he fried.)

Référence : GON.II, pg diguzul (sans conseil, privé de conseil)

dinerz eo abaoé ma eo bét klañ (dinerzh eo abaoe ma eo bet klañv)

Référence : GON.II, pg dinerz

pell zô abaoé eo béd diouganet kémeñt-sé d'é-hoc'h (pell zo abaoe eo bet diouganet kement-se deoc'h)

Référence : GON.II, pg diougani

disliv eo abaoé ma eo bét klañ (disliv eo abaoe ma eo bet klañv)

Référence : GON.II, pg disliv

Va dléour eo abaoé pell amzer. (Va dleour eo abaoe pell amzer.)

Référence : GON.II, pg dléour (Il est mon débiteur depuis longtemps.)

fall brâz eo abaoé déac'h (fall-bras eo abaoe dec'h)

Référence : GON.II, pg fall

diskrédig eo abaoé ma eo bét touellet ken aliez (diskredik eo abaoe ma eo bet touellet ken alies)

Référence : GON.II, pg pg diskrédik, diskridik

1867

Goude m'ho doe al loened ann eil egile tamallet, Tad-Iou ho c'hasaz enn ho zro, e-chiz ma voant, laouen d'ho bro, gant pep a visac'h war ho skoaz, a zo, bete vremañ, abaoe choumet c'hoaz. (Goude m'o doe al loened, an eil egile tamallet, tad-iou o c'hasas en o zro, e-c'hiz ma oant, laouen d'o bro, gant pep a visac'h war o skoaz, a zo, bete vremañ, abaoe chomet c'hoazh.)

Référence : MGK, p12

N'en deuz bet nemet poan abaoe m'eo ganet. (N'en deus bet nemet poan abaoe m'eo ganet.)

Référence : MGK, p68

N'euz forz ! Euz hoc'h holl brejou mad, me ne fell din taken, gwell gan-en mont d'ar c'hoad. Hag ar bleiz enn he dro, ha da skara mibin. Abaoue red ato. (N'eus forzh ! Eus hoc'h holl brejoù mat, me ne fell din takenn, gwell ganin mont d'ar c'hoad. Hag ar bleiz en e dro, ha da skarañ mibin. Abaoe red atav.)

Référence : MGK, p9

1874

Demad d'ac'h, emezhi, otro 'r c'homt ma fried, pell amzer vras a zo a-boe na oamp em welet. (Demat deoc'h emezi, aotrou ar c'hont ma fried, pell amzer vras a zo abaoe na oamp en em welet.)

Référence : GBI.II, p8

1909

abaoue keit amzer zo (abaoe keit amzer zo)

...

abaoue pell zo (abaoe pell zo)

Référence : BROU, p. 200

er pennad zo abawe (ur pennad zo abaoe)

Référence : BROU, p. 408 (il y à quelques temps depuis)

1911

Aboue an Dispac'h bras e Bro-C'hall, ez eo gwasaet hon stad. (Abaoe an Dispac'h bras e Bro-C'hall, ez eo gwasaet hon stad.)

Référence : PSEP, p III

1927

abaoe

...

abaoe ma

...

abavoe

...

aboue

Référence : GERI.Ern, pg aba

1931

abaoe m'eo [sic, 'z eus] deut skiant d'ezañ (abaoe m'eo [sic, 'z eus] deuet skiant dezhañ)

Référence : VALL, pg age

1941

Er gêr emaint bremañ : padal, er c'hlevet o deus abaoe, paotred ar c'hamionou o deus kemeret hent an harlu". (Er gêr emaint bremañ : padal, er c'hlevet o deus abaoe, paotred ar c'hamionoù o deus kemeret hent an harlu".)

Référence : ARVR, niv.6, p4

1943

Gwirheñvel eo e rankomp soñjal en ur gouzizadur dre vras eus Mor an Hanternoz en e bezh abaoe m'eo bet kleuzet an draonienn.

Référence : TNKN, p37

1960

Abaoe 'n eur ma kredis rei / Ma ger da virout urziou striz, / Eur c'hleñv em c'halon 'vez o skei / Taoliou ganas d'he gloaza kriz. (Abaoe 'n eur ma kredis reiñ / Ma ger da virout urzhiou strizh, / Ur c'hleñv em c'halon 'vez o skeiñ / Taolioù ganas d'he gloazañ kriz.)

Référence : PETO, p27

1985

War greskiñ e oa aet Casablanca abaoe ugent vloaz.

Référence : DGBD, p14

2012

"Aon 'm eus abaoe ur sizhun", a eilgerias Poole pennek, hep ober van eus ar goulenn.

Référence : DJHMH, p.60

2015

Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.

Référence : EHPEA, p13

Notice étymologique

Termen savet diwar an araogenn "a", ar stagell "pa(nd)" hag ar stumm verb "voe" : a pa(nd) voe.

Notes diverses