E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

moien

Formes fléchies (3)

Définition

I.

B./G.

1. Doare, tu.

En em servijit eus ar memes moaienoù. Ar voaien da zont a-benn eus un dra. Ar voaien da zisallañ an dour mor. N'eus ket a voaien efedusoc'h. Ar gwellañ moaien evit terriñ ar sec'hed eo se. Klask ar moaien da vuzuliañ se.

HS. feson, mod.

2. Arc'hant, peadra da vevañ.

Moaien en deus. Me zo ur paourkaezh, ne'm eus ket a voaien.

HS. aez (II.).

3. Hanterouriezh.

Gant o moaien.

DHS. sikour.

II.

(Impl. hep gm.)

A.

1. Bezañ moaien d'ober udb. : bezañ tu d'e ober.

N'eus ket moaien da gaout ken. Eno e oa moaien da c'hoari.

&

Na vezañ moaien, a voaien (da ober udb.) : na vezañ tu d'e ober.

Ned eus ket mui moaien da zistanañ an derzhienn. Hiziv n'eus ket a voaien da dostaat.

&

Ent krenn

N'eus ket moaien, a voaien.

2. Bezañ moaien da ub. da ober udb. : gallout e ober.

Se zo moaien din d'ober. Moaien zo din da dremen heptañ.

B. Dispred.

Ober moaien d'ober udb. : kavout an tu d'e ober.

Ret eo ober moaien da sikour pobl ar bed.

III.

Tr. adv.

Dre voaien : war-bouez.

Ur jardin sklêrijennet dre voaien ur gouloù. Dre voaien un tredeeg e voe diskoulmet an traoù.

Exemples historiques (21) Exporter les exemples

Date d'attestation

1622

M. Petra à ententit hu dre esperancc? D. An buhez æternell, peheny entre an moienou all à aquisi/tomp dre Oreson. (M. Petra a ententit-hu dre esperañs ? D. Ar vuhez eternel, pehini entre ar moaienoù all a akuizitomp dre orezon.)

Référence : Do., p16

M. Pe dre moyenaou entre an re all requeromp-ny gracc Doue? D. Dre vn custum hac vn vsaig mat, hac oz receu dignamant Sacramantoù'n Ilis. (M. Pe dre moienoù etre ar re all 'rekeromp-ni gras Doue ? D. Dre ur c'hustum hag un uzaj mat, hag o resev dignamant sakramantoù an Iliz.)

Référence : Do., p38

1659

moien

Référence : LDJM.1, pg expedient

enep moaien (e nep moaien)

Référence : LDJM.1, pg nullement

1677

M. Petra c'hortoet-hu dr'an Esperanç? D. Ar vuhez eternel, pehini etre ar moyennou all à acquisitomp dre an Oræson. (M. Petra a c'hortozit-hu dre'n Esperañs ? D. Ar vuhez eternel, pehini etre ar moaienoù all a akuizitomp dre an orezon.)

Référence : Do., p17

M. Pe dre moyennou é acquisitomp-ny graç Doué? D. Dre an usaig mat ha reception din eus à sacramanchou an Ilis. (M. Pe dre moaienoù e akuizitomp-ni gras Doue ? D. Dre an uzaj mat ha resepsion din eus a sakramañchoù an Iliz.)

Référence : Do., p39

[M.] Petra à ra ennomp-ny ar Sacramant à Vadiziant? D. Effaçi à ra ar pec'het originel, pe gant hiny ezomp ganet, hag ên hor gra Christenien ha bugalé da Zoué, dre voyen ar c'hraç pehini à gonfer deomp. ([M.] Petra a ra ennomp-ni ar sakramant a vadiziant? D. Efasiñ a ra ar pec'hed orijinel, pe gant hini ez omp ganet, hag eñ hor gra Kristenien ha bugale da Zoue, dre voaien ar c'hras pehini a gonfer deomp.)

Référence : Do., p41

1732

e c'hiz an Dragouned, dre voyen an Dragouned (e-c'hiz an Dragoned, dre voaien an Dragoned)

Référence : GReg, pg (à la) dragone

dre voyen an devalyenn eus an nos (dre voien an deñvalijenn eus an noz)

Référence : GReg, pg (à la) faveur (de la nuit)

deuît dign ur voyen da aechui an affer-mâ (deuit din ur voaien da echuiñ an afer-mañ)

Référence : GReg, pg (fournissez-moi un) expedient (pour sortir d'affaire)

autrou'n-alvocad, ha ne véz qet moyen da gahout un tammig rigol ? (Aotrou 'n Alvokad, ha ne vez ket moaien da gaout un tammig rigol ?)

Référence : GReg, pg (Monsieur l'Avocat, donnez moi un) biais (un moyen pour appeler de cette sentence juste prononcée contre moi)

Hon Pec'hegeou o deus Crucifyet hon Salver, staguet, taichet hon Salver, ouc'h ar groaz, dre voyen ar yuzévien, dre zaoüarn ar Juzévyen. (Hon pec'hejoù o deus krusifiet hon Salver, staget, tachet hon Salver, ouzh ar groaz, dre voaien ar Yuzevien, dre zaouarn ar Yuzevien.)

Référence : GReg, pg (nos pechez ont) crucifié (le Fils de Dieu, par les mains des Juifs)

dre ho moyen (dre ho moien)

Référence : GReg, pg (par vôtre) entremise

faeçzoun da c'hoüarn ur roüantélez dre voyen ar re guenta hac an honestâ tud (feson da c'houarn ur rouantelezh der voaien ar re gentañ hag an onestañ tud)

Référence : GReg, pg aristocratie

clasq ur voyen evit (klask ur voien evit)

Référence : GReg, pg chercher (un expedient, pour)

dre voyen an autrou Doué (dre voien an aotrou Doue)

...

dre ar voyen a Zouë (dre ar voien a Zoue)

Référence : GReg, pg divinement

moyen

Référence : GReg, pg entremise

moyenn, moyennou (moaien, moaien)

Référence : GReg, pg expedient (moïen, voïe)

1909

móyen

Référence : BROU, p. 401 (richesses; c'est l'équivalent de pe-a-dra)

2015

Dre ar stourm war-eeun ez eus moien da gaout palioù disheñvel: an dra-se a zo diouzh ar mod ma vez soñjet ar strategiezh er strollad (gwelet a-us), diouzh tuioù gwan an enebourien, e-lec'h ma'z int ar c'hizidikañ.

Référence : DISENT, p53

Notice étymologique

Notes diverses