E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

Aucune

Formes fléchies (0)

Définition

Adv. ha stl. isur.

I. Adv.

1. (db. an traoù, an amzer, dirak un ak. a denn d'ur c'hementad pe dirak un adv. amzeriañ)

[1850, 1927] Termen a dalvez da verkañ ne reer nemet tizhout ar c'hementad-mañ-kementad, ar c'houlz-mañ-koulz, d'ar muiañ-holl.

He mab a oa a-vec'h tri bloaz.

2. (db. oberoù an dud, e-unan, pe dirak "eo" heuliet gant un islav. degaset gant "ma", pe dirak an ar. "da" displeget, heuliet gant un av.)

[1850, 1867, 1927] Termen a dalvez da verkañ ne reer nemet tizhout ar pal-mañ-pal d'ar muiañ-holl, pe ne dizher ar pal-se nemet gant poan.

[1850] A-vec'h ho selaou. [1867] N'en deus a-vec'h an tres kentañ. A-vec'h hon eus a-walc'h evit paeañ hor pred. A-vec'h hoc'h anavezan. A-vec'h e felle dezhañ debriñ. A-vec'h eo ma weler an enezenn. A-vec'h eo ma c'hall anavezout e gamalad. A-vec'h dezhañ bezañ dimezet. A-vec'h dezhañ gouzout lenn.

&

Dre verr.

[1850] A-vec'h ma c'hell bale.

3. (e deroù ur bennlav. heuliet gant un islav. degaset gant "ma")

Ger a dalvez da verkañ un ere etre daou ober a c'hoarvez an eil diouzhtu war-lerc'h egile.

A-vec'h e oant deuet tre, ma weljont un den o tont daveto.

II. Tr. stl. isur.

[1929, 1985] A-VEC'H MA : troienn a dalvez da verkañ un ere etre daou ober a c'hoarvez an eil diouzhtu war-lerc'h egile.

[1929] A-vec'h ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Massalia. A-vec'h m'en doa peurlavaret ar c'homzoù-se, e voe gounezet gant ar c'housked. [1985] Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude.

HS. a-boan, bec'h.

Exemples historiques (10) Exporter les exemples

Date d'attestation

1850

avéac'h hô sélaou (a-vec'h ho selaou)

...

avéac'h ma hell balé (a-vec'h ma c'hell bale)

Référence : GON.II, pg a-véac'h

a-véac'h

...

avéac'h

Référence : GON.II, pg a-véac'h 112b

1867

Neuze oc'h laouen enn ho stad ? Perak ne venn-me ket ! N'em beuz-me pevar droad a zo koulz ha re pep chatal ? AnnOurz a-vad n'eo kevatal; n'en deuz a-veac'h ann tres kenta (Neuze oc'h laouen en ho stad ? Perak ne vefen-me ket ! Ne'm eus-me pevar droad a zo koulz ha re pep chatal ? An ourz avat n'eo kevatal; n'en deus a-vec'h an tres kentañ)

Référence : MGK, p11

1927

a-vec'h

Référence : GERI.Ern, pg bec'h

1929

A-vec'h [a-bouez] ma oamp gourvezet hon-daou, an treñ a loc'has evit mont etrezek Massalia (A-vec'h [a-bouez] ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia.)

Référence : SVBV, p11

1960

A-vec'h ho poe touet dezo / M'en em gavjoc'h ganto dïês. (A-vec'h ho poe touet dezho / M'en em gavjoc'h ganto diaes.)

Référence : PETO, p58

1985

Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude.

Référence : DGBD, p6

2015

A-vec'h maz eo aet kuit ma teu Vlasopoulos tre.

Référence : EHPEA, p73

Notice étymologique

Notes diverses