E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

a-zrek

Formes fléchies (7)

Définition

A-dreñv (udb.)

Kuzhet eo a-drek ar bern plouz. Na sell ket a-drek da gein, sell dirazout ! En e goazez emañ adrekout. Youc'hadennoù a zeue eus a-drek d'an ti : a zeue eus a-drek an ti.

&

Difetis

A-drek ar farsoù direzon-se e oa ur rezon all.

Exemples historiques (5) Exporter les exemples

Date d'attestation

1944

Pa 'z aed pell da heul an toull, en em gaved gant un nor houarn ; a-drek an nor, e oa loc'h [loch] eur ramz a veze graet ar Boned Ruz anezañ. (Pa'z aed pell da-heul an toull, en em gaved gant un nor houarn ; a-drek an nor e oa loch ur ramz a veze graet ar Boned Ruz anezhañ.)

Référence : EURW.1, p17-18

Ha me d'ar red, ha kavout er parlouer eun den gant eun dremm plijus kenañ, daoulagad glas d'ezañ 'drek e lunedou alaouret, eur baro kistin oc'h ober tro e javedou ; e benn a oa dija eun tammig moal, hag e gein eun tammig kroumm, mes tres eur paotr kalet ha kreñv a oa war an aotrou am galve er parlouer. (Ha me d'ar red, ha kavout er parlouer un den gant un dremm plijus-kenañ, daoulagad glas dezhañ 'drek e lunedoù alaouret, ur barv kistin oc'h ober tro e javedoù ; e benn a oa dija un tammig moal, hag e gein un tammig kromm, mes tres ur paotr kalet ha kreñv a oa war an aotrou am galve er parlouer.)

Référence : EURW.1, p54

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus eur bleunvegenn, gant eur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, eur porz kloz, kelc'hiet gant kardiou da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hao, ar poull-kanna a vez karget gant dour glao o tivera diouz ar stivellou ; dre eun nor gromm toullet e moger ar c'hardi ec'h erruer en eur jardin vihan — an holl draou a zo bihan aman — gant e-leiz a vleuniou, diduamant ma mamm, eun neubeut kareadou legumaj ordinal, eun hanter dousenn gwez per, hag er foñs, eur bratellig toet gant ilio, lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag huñvreal. (Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.)

Référence : EURW.1, p6

2015

Evel-se e c'hall kemer plas ur stourmer all a vefe chadennet, amzer dezhañ da vont betek ar privezioù pe a-drek d'ur c'hleuz !

Référence : DISENT, p113

Er c'hontrol eo bet kendrec'het ar saotrerien industriezhioù lous, al labourvaoù a-du gante, al lobioù gwallus, ar soudarded kuzhet a-drek o sekredoù hag ar pennoù bras tapet e gwall pa'z aent a-enep interestoù ar brasañ niver e vefe bet gwashoc'h dezhe reiñ muioc'h a bouez d'an obererezhioù-se o reiñ astenn dezhe gant prosezioù.

Référence : DISENT, p156

Notice étymologique

Notes diverses