E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

Aucune

Formes fléchies (0)

Définition

Adv.

I. (gant ur v.)

A. (en egor)

[1499, 1659, 1732, 1850, 1904, 1985] Hep bezañ a-stur gant ur roud bnk., gant ahel udb.

[1499] Kouezhañ a-dreuz. Lakaet en deus e dog a-dreuz war e benn. [1850] Kouezhet eo a-dreuz warnon.

[1985] Chomet eo ar c'hefioù a-strew amañ hag ahont, a-dreuz hag a-hed.

B.

1. [1659, 1985] Hep mont gant ur roud bnk., gant ahel udb., hep ober tra pe dra hervez ur roud bnk., hervez ahel udb.

[1659] Mont a-dreuz pe a-gostez. [1985] Tomm-poazh eo ivez, ken na zev an treid a-dreuz solioù ho potoù-lêr. Troc'hañ udb. a-dreuz. Sellet a-dreuz dre e lunedoù. Lakaat plouz a-dreuz hag a-hed d'ober ruskennoù.

&

Heskennat a-dreuz-neudenn : o troc'hañ gwiad ar c'hoad.

2. (db. an tachennoù, an arroudoù ; gant ur v. a denn d'an dilec'hiañ)

[1732, 1943] Dre, dre greiz ul lec'h, un tolead bnk.

Mont a-dreuz d'ul lec'h bnk, war-du ul lec'h bnk, dre ul lec'h bnk.

&

[1904] A-dreuz-penn : a-dreuz, da vat.

Mont a-dreuz-penn d'ar parkeier.

&

(db. an avel)

C'hwezhañ a-dreuz-vor : c'hwezhañ eus ar mor etrezek an douar.

&

Tr. adv.

[1659, 1732, 1850, 1904] A-dreuz hag a-hed, [1659, 2015] a-hed hag a-dreuz, [1904] a-dreuz hag a-benn, a-dreuz hag a-dal : a-zehoù hag a-gleiz, amañ hag ahont.

Mont, galoupat a-dreuz hag a-hed. Daoust ma seblant techet da bompadiñ a-dreuz hag a-dal.

[2015] Komzet hor boa a-hed hag a-dreuz.

&

[1732] Ober udb. a-dreuz hag a-hed : dreist penn-biz, gant mall ha nebeut a aket.

3. Dre ast.

Hep mont eeun.

[1732, 1850] A-dreuz en deus graet an irvi : n'eo ket aet eeun evit o ober. [1850] Nag a-eeun, nag a-dreuz.

4. (db. ar bigi)

KOUEZHAÑ A-DREUZ, [1732] OBER KOSTEZ A-DREUZ : dilec'hiañ betek ma vo ar vag a-skouer gant roud an avel pe gant red an dour.

Pa ne sent ken ar vag ouzh he stur e kouezh a-dreuz. [1732] Ober kostez a-dreuz gant ar gouelioù.

&

LAKAAT A-DREUZ : lakaat ar vag evel-se, evit pesketa da skouer.

C.

1. (db. oberoù an dud)

[1732] A-vras.

[1732] Prenet en deus ar staliad-hont holl a-dreuz : a-vras gant kement tra a oa er stal. Kargañ patatez a-dreuz : hep o dibab.

2. (db. an darvoudoù)

[1732, 2013] A-enep ar pezh zo mat, spletus.

[1732] A-dreuz ez a pep tra gantañ. [2013] Evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh. Pellgomzit din mar c'hoarvez udb. a-dreuz.

3. (db. emzalc'h, obererezh an dud)

[1732] A-enep ar pezh a zleer ober.

[1732] Pep tra a ra a-dreuz.

4. Trl.

(db. stad bred an dud)

[1659, 1850] Sellet a-dreuz ouzh ub : sellet a-gorn outañ, ober selloù drouk outañ.

[1659] Sellet a-dreuz pe a-gorn. [1850] Sellet en deus a-dreuz ouzhin.

&

Emañ e benn, e spered a-dreuz : imoret-fall eo.

&

Trl.

[1732] Mont a-dreuz ganti : Na vezañ eeun en e gomzoù pe en e oberoù e-keñver ub., udb., evit e douellañ pe evit mont e-biou d'ur skoilh bnk prl.

[1732] Aet eo a-dreuz ganti.

5. Trl.

Chom a-dreuz gant e hent : paouez gant udb.

Pout e oa da zeskiñ setu ma chomas a-dreuz gant e hent ha ma tistroas da gaout e dud.

D. Trl.

[2015] Kompren an traoù a-dreuz : na gompren ar pezh a lavarer, a zispleger.

&

Komz a-dreuz hag a-hed, a-hed hag a-dreuz : komz hep prederiañ tamm, hep teurel an disterañ pled d'ar pezh a lavarer.

&

Troc'hañ ur yezh a-hed hag a-dreuz : he c'homz fall-tre.

II. Stn

Trl.

[1732, 1904] N'eo ket eeun.

[1732] Un alez a-dreuz. Ur fri a-dreuz.

&

[1850] Un hent a-dreuz : un hent treuz.

[1850] Deuet eo eno dre an hent a-dreuz.

&

Selloù a-dreuz : selloù drouk, a-gorn.

&

Un hanter komz a-dreuz.

Exemples historiques (55) Exporter les exemples

Date d'attestation

1499

coezaff atreux (kouezhañ a-dreuz)

Référence : LVBCA, p17

1659

a dreus hag a het (a-dreus hag a-hed)

Référence : LDJM.1, pg (a) tort (& a droict)

a dreuz

Référence : LDJM.1, pg (de) biais

ahet hag a dreus (a-hed hag a-dreuz)

Référence : LDJM.1, pg (de) costé (& d'autre), au long (& au large)

a dreus

Référence : LDJM.1, pg (de) trauers

sellet a dreus (sellet a-dreuz)

Référence : LDJM.1, pg (regarder de) costé

sellet a dreus pe a gorn (sellet a-dreuz pe a-gorn)

Référence : LDJM.1, pg (regarder dn) coin de l'oeil

a dreux

Référence : LDJM.1, pg a dreux

mont a dreuz pe a gosté (mont a-dreuz pe a-gostez)

Référence : LDJM.1, pg biaiser

1732

mont a-dreuz gandhy (mont a-dreuz ganti)

...

ëet a-dreuz gand-hy (aet a-dreuz ganti)

Référence : GReg, biaiser (n'agir pas sincérement)

a-dreuz

Référence : GReg, pg (à) contre sens (à rebours), (de) côté (de biais)

mônet a dreuz gadhy (monet a-dreuz ganti)

Référence : GReg, pg (aller de) côté (de biais, biaiser)

a-dres

...

peptra a ra a-dreuz (pep tra a ra a-dreuz)

...

a-dreuz e ra peptra (a-dreuz e ra pep tra)

...

a-dreuz ez a peptra gand-hâ (a-dreuz ez a pep tra gantañ)

Référence : GReg, pg (de) biais (de travers)

prénet èn deus ar stalad-hont oll a dreuz (prenet en deus ar stalad-hont holl a-dreuz)

Référence : GReg, pg (il a acheté toute cette boutique en bloc)

an ear, an dour, ar guëzr, ar scand-mean, ar c'horn a so splan, a so qer sclaer ma vellér a dreuz dezo (an aer, an dour, ar gwer, ar skant-maen, ar c'horn a zo splann, a zo ker sklaer ma weler a-dreuz dezho)

Référence : GReg, pg (l'air, l'eau, le verre, le talc, la corne sont des corps) diaphanes

sellet a dreuz (sellet a-dreuz)

Référence : GReg, pg (regarder du) coin (de l'oeil)

a drez

Référence : GReg, pg a travers

a dreuz

Référence : GReg, pg a travers, (en) bloc (tout ensemble), en travers (de travers)

a dreus hac a hed (a-dreuz hag a-hed)

Référence : GReg, pg ab, atome (a tors & à travers)

alez a dreuz (alez a-dreuz)

Référence : GReg, pg allee

beza a-dreuz (bezañ a-dreuz)

...

bet a-dreuz

Référence : GReg, pg biaiser (n'être pas droit, être posé obliquement)

ober costez a dreuz (ober kostez a-dreuz)

Référence : GReg, pg bouliner (aller à la bouline)

ober costez a dreuz gand an goëlyou (ober kostez a-dreuz gant ar gouelioù)

Référence : GReg, pg bouliner (aller à la bouline), capeer (ou, capeyer, mettre le vaisseau à la cape)

ober a dreuz hac a hed (ober a-dreuz hag a-hed)

Référence : GReg, pg brocher (faire à la hâte, & avec négligence, comme quand on travaille pour un Prêtre, ou, pour un Gentilhomme, qui font valoir leurs terres par main)

ober a dreuz hac a hed, è c'hiz ma teu (ober a-dreuz hag a-hed, e-c'hiz ma teu)

...

great a dreuz hac a hed, è c'hiz ma teu (graet a-dreuz hag a-hed, e-c'hiz ma teu)

Référence : GReg, pg brocher (faire à la hâte)

mônet a-dreuz d'ar mor, a-dreuz d'an ear (monet a-dreuz d'ar mor, a-dreuz d'an aer)

Référence : GReg, pg fendre (les mers, fendre les airs)

1850

adreûz hag ahéd (a-dreuz hag a-hed)

...

deûd eo énô dré ann hend adreûz (deuet eo eno dre an hent a-dreuz)

...

kouézed eo adreûz war-n-oun (kouezhet eo a-dreuz warnon)

...

nag a-éeun nag adreûz (nag a-eeun nag a-dreuz)

...

selled en deûz adreûz ouz-in (sellet en deus a-dreuz ouzhin)

Référence : GON.II, pg a-dreûz

a-dreûz

Référence : GON.II, pg a-dreûz, treûz

adreûz

Référence : GON.II, pg adreûz

a dreûz hag a héd (a-dreuz hag a-hed)

Référence : GON.II, pg treûz

1867

Mar klemm, n'eo ket heb abek, / Rankout mad eo d'ezhi dougenn a-dreuz dre 'r vein / He zi, toen hag all war he c'hein. (Mar klemm, n'eo ket heb abeg, / Rankout mat eo dezhi dougen a-dreuz dre 'r vein / He zi, toen hag all war he c'hein.)

Référence : MGK, p47-48

» Gwisiekoc'h evit-ho, skriva ha lenn a rann, / » Gallek ha brezounek ive a ziskolpann / » Koulz a-dreuz hag a-hed, n'euz forz e pe zoare ; / » Petra vir 'ta neuze, / » N'am be eost evel d-ho ? » (« Gouiziekoc'h evito, skrivañ ha lenn a ran, / Galleg ha brezhoneg ivez a ziskolpan / Koulz a-dreuz hag a-hed, n'eus forzh e pe zoare ; / Petra vir 'ta neuze, / N'am be eost evelto ? »)

Référence : MGK, p90

1904

adrez

...

adrez hag aben (a-dreuz hag a-benn)

...

adrez hag a hed (a-dreuz hag a-hed)

...

adrez pen (a-dreuz-penn)

Référence : DBFV, pg adrez

1931

a-dreuz hag a-hed

Référence : VALL, pg à tord et à travers

1943

E strizhenn an "Dorioù Houarn" e kaver evel-se kevioù dezho 40 m donder bet kleuzet gant froud foll an Donau (Danube) o tigeriñ e hent a-dreuz aradennad ar C'harpatoù.

Référence : TNKN, p21

1960

Azeza a ra hag ec'h en em daol da brederia ha da huanadi, e-keit ha ma kendalc'h ar soudard da gerzout a-dreuz hag a-hed d'ar sal. (Azezañ a ra hag ec'h en em daol da brederiañ ha da huanadiñ, e-keit ha ma kendalc'h ar soudard da gerzhout a-dreuz hag a-hed d'ar sal.)

Référence : PETO, p44

1985

Da gentañ e sko an heol war ho penn, hag e-kreiz an deiz ne vez mouch[-]avel ebet e neblec'h ha neuze, pa 'z eo bet devet an divarradurioù, ez eo chomet ar c'hefioù a-strew amañ hag ahont, a-dreuz hag a-hed, setu ma ranker pignat, c'hoari kempouezig, gaoliata ha lammat, sankañ er pri chomet da boulladañ, ha neuze bezañ flemmet puilh gant un doare linad hag a gresk paot a-walc'h el lec'hioù dizolo.

Référence : DGBD, p58

2013

Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin, evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh.

Référence : LLMM, Niv. 399, p. 23

2015

Bepred e c'hall an traoù mont a-dreuz, hag hoc'h enebourien tremen deus ar gourdrouz d'ar feulster.

Référence : DISENT, p107

Ur ger a-dreuz ha setu kollet ar c'hrogad ganeoc'h rak a-drugarez d'ar ger-se e vo tu dezhe tamall deoc'h bezañ feuls ha dichek.

Référence : DISENT, p139

Ouzhpenn-se e sikour evel-just ar stourmoù feuls-se da zibolitikaat ha da gompren a-dreuz ar feulster-se, abalamour ez int dreist-ordinal hag a-wechoù damsklaer (feulster ar stourmerien emren da skouer).

Référence : DISENT, p40

Komzet hor boa a-hed hag a-dreuz.

Référence : EHPEA, p180

Notice étymologique

Notes diverses