E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

Aucune

Formes fléchies (0)

Définition

I.

Adv.

A.

(en egor)

1. [1499, 1659, 1867, 1904, 1973, 1985] Eus pell.

[1867] Setu amañ danevelloù kozh o tont a-bell.[1973] Dont a ra eus a-bell. Deuet e oa ur bern tud a-bell hag a-dost. A-bell em boa e welet o tont. E heuliañ a rin a-bell.

ES. a-dost.

&

[1732] Gwelet a-bell : gwelet en un doare dispis.

HS. braswelet.

2. [1867] Pell.

Ne dalvez ket ar fred mont a-bell. En em lakaat a ris en hent, met ned is ket a-bell. Me zo gwelloc'h er gêr eget en ur vro all a-bell. Hennezh a ouio mont a-bell.

3. A-bell diouzh ul lec'h bnk : pell eus al lec'h-se.

Kleven a raen krial a-bell-bras diouzhin.

B.

(en amzer)

1. [1867] A sav da bell amzer.

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell.

2. (dirak ur ger a dalvez da verkañ ur pennad amzer)

A-bell diouzh : pell diouzh.

Ne zle ket bezañ a-bell diouzh pevar-ugent vloaz.

3. A-bell-amzer, a-bell-gozh, a-bell kent, [1972, 1980] a-bell zo : abaoe pell.

Se zo graet a-bell-amzer. Bugel ebet n'o doa bet, evito da vezañ dimezet a-bell-kent. A-bell zo eo klañv. [1972] E gwirionez ez eo a-bell zo techet ar Vretoned da vezañ taer war ar c'hafe. Evel ma vez graet a-bell-gozh.

ES. a-nevez.

4. A-belloc'h : hiviziken, diwar-vremañ.

5. Estl.

A-belloc'h ! : a-benn ar fin.

II.

Stn.

(en egor)

[1867] Pell.

[1867] E kase ar c'heloù a-bell d'ar vordeidi. [1867] Me ouezo mont a-bell.

Ur c'har a-bell : zo pell an darempred familh dioutañ.

&

(impl. en troioù-lavar)

Kelc'h a-bell / Glav a-dost. Un amezeg mat zo gwell / Eget m'eo kerent a-bell.

III.

Dre skeud.

1. (gant ur ag. en e zerez uheloc'h, uhelañ)

[1985] A-galz.

[1985] Deuet e ivez Liberia da vezañ, hag a-bell, kentañ broad an Afrik evit ar vein-houarn.

Barrekoc'h eo egedon, a-bell. Ma c'hontell eo an hini lemmañ, a-bell.

2. Dre skeud.

[1931] Mont a-bell d'ub. : kaout galloud pe kaout darempredoù gant tud galloudus ha bezañ gouest da dennañ gounid eus se.

[1931] Mont a ra a-bell din : galloud a-walc'h am eus.

Exemples historiques (20) Exporter les exemples

Date d'attestation

1499

apell

Référence : LVBCA, p15

1659

a bell

Référence : LDJM.1, pg de (loin), a bell

1732

güellet a bell (gwelet a-bell)

Référence : GReg, pg apercevoir

an Dimizyou a-bell ne dint nemed touryou ha qestell (an dimizioù a-bell ned int nemet tourioù ha kestell)

Référence : GReg, pg chateau (les mariages qui se font au loin ne sont que forteresses & châteaux)

1867

Dioc'h ma veze 'nn amzer, al labouz tremeniad, a c'hwie pell a-raok pe goulz vije barrad, hag epad ma veze tro-war-dro o viri, e kase ar c'helou a-bell d'ar vordeidi. (Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad; hag e-pad ma veze tro-war-dro o wiriñ, e kase ar c'heloù a-bell d'ar vordeidi.)

...

Evid-oun, eme-z-hi, me c'hwezo mont a-bell, Pe, enn eur c'horn-bennag, choum hep tal da vervel, Ha ne welit-hu ket ann dourn-ze d-eu, a-ia ? (Evidon, emezi, me ouezo mont a-bell, Pe en ur c'horn bennak, chom hep tailh da vervel, Ha ne welit-hu ket an dorn-se 'deu, a ya ?)

Référence : MGK, p13

Tud, c'houi holl enn em gar, Breiziz euz a bep bro, en em garit bepred, na vezit ket edro ! E liorz ar bed poaniuz, boked ar garantez a vez, seul-vui eo koz, kaeroc'h kaera bemdez. En em harpit noz-deiz ann eil hag egile, ha ne skuizot enn hent, kaer ho pezo bale ; Na d-it ket euz ho pro, na d-it pell da gantreal, gant aoun na ve anken enn hent oc'h ho kedal. Evid-oun-me a gar va zud, va iez, va bro ha kement zo enn-hi : reier, bruk ha dero, me zo gwelloc'h gan-en gwelet ann heol e Breiz, klevet trouz ar mor doun o kroza hed ann deiz, beza paour, reuzeudik ken a rankin mervel, eget beza euruz enn eur vro all a-bell, ma ve red d'in eno mouga ar garantez a zo krog en c'haloun, evel tan eur fournez. (tud, c'hwi holl en em gar, Breizhiz eus a bep bro, en em garit bepred, na vezit ket hedro ! E liorzh ar bed poanius, boked ar garantez a vez, seul vui eo kozh, kaeroc'h-kaerañ bemdez. En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal. Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro ha kement zo enni : reier, brug ha derv, me zo gwelloc'h ganin gwelet an heol e Breizh, klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, ma ve ret din eno mougañ ar garantez a zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.)

Référence : MGK, p21

Gourvezet a zindan eur roc'h / Eunn den gouez, a-bell dioc'h ama, / Hag he vugale dizoroc'h / A voa o vont da verenna[.] (Gourvezet a-zindan eur roc'h / Un den gouez, a-bell dioc'h amañ, / Hag e vugale dizoroc'h / A voa o vont da verennañ.)

Référence : MGK, p37

Ann den diwar ar mez, / Ann tiek, na petrata ! a grede e voa gwell / Kas diwar ar spered ar poaniou-ze a-bell, / Ha dont hep damanti dioc'h-tu da labourat. (An den diwar ar maez, / An tieg, na petra 'ta ![,] a grede e voa gwell / Kas diwar ar spered ar poanioù-se a-bell, / Ha dont hep damantiñ dioc'htu da labourat.)

Référence : MGK, p79

Setu ama danevellou koz hag o tont a bell : pevar mil bloaz-bennag zo e oant o redeg, seiz mil leo euz a Vreiz-Izel! (Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel !)

Référence : MGK, Rakskrid V

1904

abèl

Référence : DBFV, 1b

1931

mont a ra a-bell d'in (mont a ra a-bell din)

Référence : VALL, pg (j'ai le) bras (long)

1960

A-greiz-holl, o tont eus a-bell, e klever moueziou o kana a-gevret. (A-greiz-holl, o tont eus a-bell, e klever mouezhioù o kanañ a-gevret.)

Référence : PETO, p44

Me ' zo ive, ha se 'zo gwell, / An dileuriad galvet a-bell / Dre vouez hag aked hoc'h El-Mat, / D'ho kwarezi er wasa stad ! (Me zo ivez, ha se 'zo gwell, / An dileuriad galvet a-bell / Dre vouezh hag aket hoc'h Ael-Mat, / D'ho kwareziñ er wasañ stad !)

Référence : PETO, p57

1972

Hag e gwirionez ez eo a bell 'zo techet ar Vretoned da vezañ taer war ar c'hafe

Référence : BAHE, niv. 75, p.41

1973

Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N'hoc'h eus netra vat en ti, na den dindan ho torn da gas d'ar pourveañsoù. Nag hoc'h eus mezh !

Référence : HYZH, Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

1980

Deuet eo a bell zo, hag a vloaz da vloaz, En deus palatet, Piv 'oar pet kantved, A vazout e toaz.

Référence : BREM, Niv. 1, p. 3

1985

Deuet e ivez Liberia da vezañ, hag a-bell, kentañ broad an Afrik evit ar vein-houarn.

Référence : DGBD, p21

Ar pelikan gwenn a weler ken stank er plegoù-mor ar Gabon a zo unan eus an evned kaerañ a oufed gwelout, ken kaer, pe dost, war an dour hag an alarc'h e-unan. A-dost, sur, e kaver e vez un tamm disneuz gant e bikol beg; a-bell avat, pa vez pleget gantañ war e vruched, ne vez ket gwelet ar mank-se.

Référence : DGBD, p85

2015

Soñjal e-barzh t-shirtoù skrivet warne ul lugan hag a vez gwelet [weler] deus a-bell.

Référence : DISENT, p81

Notice étymologique

Notes diverses