E brezonneg En français

Pennger enklask :

Gallout a rit resisaat hoc'h enklask en ur zibab hini pe hini eus ar maeziennoù amañ dindan :


Kavet e

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet :

-iad

Stummoù deveret (0)

Termenadur

1. DISPRED.

[1499] Dibenn anv-kadarn a dalveze d'ober anv eus tachennoù dindan plant zo.

Geotaouad : geoteg.

HS. -eg.

2. [1659, 1732, 1927] Dibenn anv-kadarn a verk al leunded, ar gwalc'h, an endalc'h, an dalvoudegezh.

Ur re gofad. Ur voutailhad dour. Un asiedad soubenn.

3. [1732] Dibenn anv-kadarn a verk ur pad amzer.

Ur bloaziad. Dek bloaziad.

HS. -vezh.

4. [1659] Dibenn anv-kadarn a verk barregezh ur muzul.

Un ilinad. Ur c'hilometrad.

5. RANNYEZH

Dibenn anv-kadarn a dalvez da sevel anvioù-stroll, anvioù lies.

[1904] Gwriziad. [1904] Kerdad. [1904] Ruskad.

Skouerioù istorel (12) Ezporzhiañ ar skouerioù

Bloaziad testeni

1499

dou bloazyad (daou vloaziad)

Daveenn : LVBCA, p39, 50 (espace de deux ans)

dec bloazyad (dek vloaziad)

Daveenn : LVBCA, p39, 52 (de dix ans)

gueutouat (geotad)

Daveenn : LVBCA, p83 (herbier, ou lieu ou croit herbe)

1659

elinar [sic] (elinad)

Daveenn : LDJM.1, pg coudée

eus vr memes coffat (eus ur memes kofad)

Daveenn : LDJM.1, pg gemeaux

1732

uguent vloazyad (ugent vloaziad)

Daveenn : GReg, pg age

un açziedad soubeñ (un asiedad soubenn)

Daveenn : GReg, pg assietté

1904

kerdad

Daveenn : DBFV, -ad1 (des cordes)

ruskennad

Daveenn : DBFV, pg -ad1 (ce suffixe indique la plénitude, la contenance ; ruchée)

grouiad (gwriad)

Daveenn : DBFV, pg -ad1 (les racines d'un arbre)

-ad

Daveenn : DBFV, pg -ad1 (suffixes de collectifs)

1927

-ad

Daveenn : GERI.Ern, pg -ad1 (indique ordinairement plénitude, contenance, mesure, valeur)

Notennoù etimologel

Notennoù studi