E brezonneg En français

Pennger enklask :

Gallout a rit resisaat hoc'h enklask en ur zibab hini pe hini eus ar maeziennoù amañ dindan :


Kavet e

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet :

-iadell

Stummoù deveret (0)

Termenadur

Stag ouzh un anv-kadarn.

I. (db. an traoù)

1. (evit ober anv eus bommoù komz)

[1499, 1659, 1927] Dibenn ger benel a dalvez da dermeniñ komzoù ub.

Divinadell. Rimadell. Touadell. Troadell.

2. [1659, 1850, 1927] Dibenn ger benel, dismegañsus alies, a verk disoc'h un ober.

Kuzhiadell. Frigadell. Luziadell.

3. Dibenn ger benel a dalvez da sevel anvioù traezoù.

Ur vannadell. Ur fiñvell.

II. (db. an dud)

1. [1927] Dibenn ger benel a dalvez da zisteraat ha da zismegañsiñ prl.

Magadell.

2. [1850, 1931] Dibenn ger benel a dalvez d'ober anv a emzalc'hioù korf zo.

Ur vlinkadell. Ur gouskadell.

HS. -adenn

Skouerioù istorel (12) Ezporzhiañ ar skouerioù

Bloaziad testeni

1499

diuinadell

Daveenn : LVBCA, p62

1659

cuziadel

Daveenn : LDJM.1, pg (vne) cache

rimadell

Daveenn : LDJM.1, pg bagatelle, conte (ou fable)

1850

bliñgadel (blingadell)

Daveenn : GON.II, pg bliñgadel

frougadel (frougadell)

Daveenn : GON.II, pg frougadel

touadel

Daveenn : GON.II, pg touadel

1904

fritadel uieu (fritadell vioù)

Daveenn : DBFV, pg -adel

1927

-adell

...

-iadell

Daveenn : Geri.Ern, pg -adell

touadell

...

magadell

Daveenn : GERI.Ern, pg -adell

1931

kouskadell roc'hkennek

Daveenn : VALL, pg apoplexie

Notennoù etimologel

Notennoù studi