E brezonneg En français

Pennger enklask :

Gallout a rit resisaat hoc'h enklask en ur zibab hini pe hini eus ar maeziennoù amañ dindan :


Kavet e

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet :

Hini ebet

Stummoù deveret (0)

Termenadur

[1659, 1732, 1850, 1927, 1929, 1944, 1985, 2013, 2015] A-US [DA]

1. Uheloc'h eget (ub. udb.).

[1659] A-us d'ho tremm.

[1850] A-us d'ho penn. [1850] N'eus den a-us deomp.

[1929] Damdost hag a-us d'ar c'hreñvlec'h, ur maread morevned gwenn-skedus a falc'he hag a ervenne an avel hag an ec'honder gant o divaskell. [1944] « Kement tra a savo a-us d'an douar a vezo d'it, tier, girzier, gwez, trevadou : me ne c'hallin ket da gas kuit anez paea d'it talvoudegez da beadra ha da labouriou. » [1944] D'am c'hred, hag ar gredenn-se a oa hini holl Dregeriz ha Kerneviz, ni a oa pell a-us d'ur Gallo, ni en em brize dek gwech muioc'h eget ur Gallo. [1944] Kentañ tra 'voe graet, a voe tennañ ur poltred ; bez' em eus miret ul luc'hskeudenn, — dislivet siwazh gant an amzer, — eus ar baotredigoù-se bodet en-dro d'o mestr karet an aotrou Vallée, ha banniel gwenn erminiget Breizh o 'stribilhañ a-us d'o fenn. [1985] Beg an torgennoù a-us da gêr a zo beuzet c'hoazh er vogidell.

[2013] Dindan skeudenn ar roue Gralon,[...], met ivez rag-eeun a-us skeudenn an dug e-unan.

2. War-c'horre (udb.).

Skouerioù istorel (13) Ezporzhiañ ar skouerioù

Bloaziad testeni

1659

ahuz d'ho trem (a-us d'ho tremm)

Daveenn : LDJM.1, pg (au) dessus (de vostre veuë)

1732

a uz hac a js (a-us hag a-is)

Daveenn : GReg, pg (au) dessus (de vôtre têtre, & au dessous de vos pieds)

a uz

Daveenn : GReg, pg (au) dessus (par dessus)

1850

a-ûz hô penn (a-us ho penn)

Daveenn : GON.II, pg a-ûz

n'eûz dén a-ûs d'éomp (n'eus den a-us deomp)

Daveenn : GON.II, pg us, uz

1927

a-us da

Daveenn : GERI.Ern, pg a-us

1929

Damdost hag a-us d'ar c'hreñvlec'h, eur maread morevned gwenn-skedus a falc'he hag a ervenne an avel hag an ec'honder gand o diouaskell hag o gournijadeg kammikellek. (Damdost hag a-us d'ar c'hreñvlec'h, ur maread morevned gwenn-skedus a falc'he hag a ervenne an avel hag an ec'honder gant o divaskell hag o gournijadeg kammikellek.)

Daveenn : SVBV, p5

1944

D'am c'hred, hag ar gredenn-se a oa hini holl Dreregiz [sic] ha Kerneviz, ni a oa pell a-us d'eur Gallo, ni en em brize dek gwech muioc'h eget eur Gallo. (D'am c'hred, hag ar gredenn-se a oa hini holl Dregeriz ha Kerneviz, ni a oa pell a-us d'ur Gallo, ni en em brize dek gwech muioc'h eget ur Gallo. )

Daveenn : EURW.1, p35

Kenta tra 'voe graet, a voe tenna eur poltred ; bez' em eus miret eul luc'hskeudenn, — dislivet siouaz gant an amzer, — eus ar baotredigou-se bodet en dro d'o mestr karet an Aotrou Vallée, ha banniel gwenn herminiget Breiz o 'stribilha a-us d'o fenn. (Kentañ tra 'voe graet, a voe tennañ ur poltred ; bez' em eus miret ul luc'hskeudenn, — dislivet siwazh gant an amzer, — eus ar baotredigoù-se bodet en-dro d'o mestr karet an aotrou Vallée, ha banniel gwenn erminiget Breizh o 'stribilhañ a-us d'o fenn.)

Daveenn : EURW.1, p59

« Kement tra a savo a-us d'an douar a vezo d'it, tier, girzier, gwez, trevadou : me ne c'hallin ket da gas kuit anez paea d'it talvoudegez da beadra ha da labouriou. » (« Kement tra a savo a-us d'an douar a vezo dit, tier, girzhier, gwez, trevadoù : me ne c'hallin ket da gas kuit anez paeañ dit talvoudegezh da beadra ha da labourioù. »)

Daveenn : EURW.1, p9

1985

Pell diouzh an douar eo chomet al lestr a-sav, ha ne weler arouez a vuhez ebet du-hont nemet un nebeud toennoù ruz pe wenn e gwask ar gwez glas ; beg an torgennoù a-us da gêr a zo beuzet c'hoazh er vogidell.

Daveenn : DGBD, p23

2013

Dindan skeudenn ar roue Gralon, uhelbintet etre an daou dour met ivez rag-eeun a-us skeudenn an dug e-unan, pell en traoñ ouzh ar porched (n'emañ ket mui ar skeudenn diwezhañ-mañ da vezañ gwelet), e oa enskrivet kement-mañ : "Evel ma roas impalaer Konstantin d'ar pab e zouar, heñvel doare e roas an douar-mañ da Gaourantin Gralon, roue kristen Bretoned Arvorig.

Daveenn : LLMM, Niv. 399, p. 15

2015

War an dar marmor emañ ar voutailhad vodka hanter c'houllo hag en armel-voger a-us dezhi ez eus pevar asied, peder gwerenn, daou das hag al loaioù.

Daveenn : EHPEA, p14

Notennoù etimologel

Notennoù studi