E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

Aucune

Formes fléchies (0)

Définition

1. (db. daou zen, daou dra, daou ober)

[1867, 1931, 2015] An eil goude egile.

Komz a raimp a-bep-eil. [2015] Stouiñ ha sevel a-bep-eil pe strebotiñ gant panerioù bras re garget. [2015] Petratos a sell ouzhin hag ouzh Talia a-bep-eil, nec'het.

2. Dre ast.

(db. meur a zen, meur a dra)

[1867] Tro-ha-tro.

[1867] Nep piv bennak a zeu, a ya a-bep-eil da glemm ha da ouelañ, en do gwalc'h e galon. [1867] Paket er stignoù o skrabat a-bep-eil gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu a-benn d'em ziluziañ. A-bep-eil e tostaimp d'an arched.

&

[2016] A-BEP-EIL TRO : tro-ha-tro.

[2016] Nouspet darvoudenn ha tudenn warn-ugent all, fromus, farsus, glac'harus, a-bep-eil tro an holl anezhe.

3. A-BEP-EIL GANT : tro-ha-tro gant udb.

Exemples historiques (7) Exporter les exemples

Date d'attestation

1867

O welet enn eur park, eur goulm all o tibri, ann tremeniad war iun ha digor he galoun a ia di da welet; epad ma torr he naoun, ez eo paket war rikl enn eunn toullad lasou, stignet etouez ann ed : ne voa kre ar stignou; rak o skrabat pep eil, o c'hoari endra c'hell, gant he vek, gand he dreid ha gant he ziouaskel e teu, hep re a boan, a-benn d'em zilusia. (O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kreñv ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.)

Référence : MGK, p19

Setu ann amzer zo brema ! Nep piou-bennag a c'hoar goulenn enn eurr derri d'ann dud ho fenn, nep zo kasaus, a deu, a ia, pep eil da glemm ha da ouela, en devezo gwalc'h he galoun, enor, madou dioc'h m'eo mac'houm (Setu an amzer zo bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom)

Référence : MGK, p22

P'ho devoe enn em gutuillet, / Rebechet, iouet, rendaelet / Ha beb eil en em damallet, / Ar marmouz, o welet penaos edo 'r c'hoari, / A lavaraz d'ezho, drouk enn-han a zevri : / - "Brema, va mignouned, me c'hoar mad ho toareou, / Hag ho taou e paeoc'h ar gwir hag ar mizou. (P'o devoe en em gutuilhet, / Rebechet, youet, rendaelet / A-bep-eil en em damallet, / Ar marmouz, o welet penaos edo 'r c'hoari, / A lavaras dezho, droug ennañ a-zevri : / - "Bremañ, va mignoned, me oar mat ho toareoù, / Hag ho-taou e paeoc'h ar gwir hag ar mizoù.)

Référence : MGK, p37

1931

a bep eil

Référence : VALL, pg alternativement

2015

Petratos a sell ouzhin hag ouzh Talia a-bep-eil, nec'het, met Talia a chom difrom-euzhus.

Référence : EHPEA, p210

Panelloù a bed an dud da "gutuilh o lod", ha setu dres ar pezh emañ un toullad familhoù oc'h ober : stouiñ ha sevel a bep eil pe strebotiñ gant panerioù bras re garget, pe bignat ouzh skeulioù a dap betek lein ar gwez avaloù pe ber.

Référence : TEVAG, p5

2016

Priam, roue galloudus ha tad glac'haret hag aspedus, ha nouspet darvoudenn ha tudenn warn-ugent all, fromus, farsus, glac'harus, a-bep-eil tro an holl anezhe, a lak a sevel ennomp ur from hag un trivliad a sko eeun-tenn d'hor c'halon ha d'hor spered en desped d'an daou vil hag eizh kant vloaz tremenet abaoe ar mare ma savas Homeros e varzhoneg !

Référence : ILIAS, p. 7

Notice étymologique

Notes diverses