E brezonneg En français

Pennger enklask :

Gallout a rit resisaat hoc'h enklask en ur zibab hini pe hini eus ar maeziennoù amañ dindan :


Kavet e NDBF GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet :

Hini ebet

Stummoù deveret (1)

Termenadur

I.

FETIS, SKIANTOÙ.

1. [1931] Goloenn aer zo gronnet an Douar gantañ.

Kontammet eo an aergelc'h. Treuz an aergelc'h.

&

Ent strizh

Lodenn eus ar c'holoenn-se zo da dostañ d'an Douar.

2. Dre ast.

[2015] Aer a analer en ul lec'h, en ur vro bnk. ha zo dezhañ e-unan, dezhi he-unan.

Un aergelc'h gleborek a vez o ren er vro-se, er sal-mañ.

[2015] Freskaet eo an aergelc'h gant an hinaozerezh.

3. Dre heveleb.

Goloenn c'hazel a c'hronn planedennoù zo.

Aergelc'h Gwener. N'eus tamm aergelc'h ebet en-dro d'al Loar.

II.

DIFETIS, dre skeud.

[1972, 1974] Santadur a sav diouzh ur metoù bnk., diouzh ur strollad tud bnk., diouzh ul lec'h bnk.

[1972] Un tañva eus an aergelc'h a oa eno o devezo lennerien Varr-Heol en ur lenn diskleriadur Yann Talbot. [1974] Un aergelc'h peoc'hus.

HS. endro.

Skouerioù istorel (5) Ezporzhiañ ar skouerioù

Bloaziad testeni

1931

aergelc'h

Daveenn : VALL, pg atmosphère

-aergelc'h

Daveenn : VALL, pg atmosphèrique

1972

un tañva eus an aergelc'h a oa eno o devezo lennerien Varr-Heol en ur lenn diskleriadur Yann Talbot, en anv Kuzul ar Brezhoneg

Daveenn : BAHE, niv. 75, p.4

1974

santout a reer eo prederiet pep hini gant ar c'hoant da virout un aergelc'h peoc'hus

Daveenn : BAHE, niv. 82, p.11

2015

An tri frenestr a zo oute stalafioù houarn a vez serret eus an diabarzh. Freskaet eo an aergelc'h gant an hinaozerezh.

Daveenn : EHPEA, p50

Notennoù etimologel

Termen savet diwar an elfennoù "aer" ha "kelc'h" da-heul patrom an termen kembraek kevatal "awyrgylch".

Notennoù studi