Mot présent dans NDBF GBAHE
Variantes historiques ou dialectales attestées :
azrouant, azraouant, aezrouant
Formes fléchies (1)
Définition
1. Skeudennadur an enebour.
&
Dre skeud.
Tra divalav ha garv da stourm outañ.
Ar marv zo un aerouant euzhus.
2. RELIJ.
Ent strizh
[1499, 1622, 1659, 1732, 1850, 1927] AN AEROUANT : an Droukspered.
[1622] Pe da tra e servij ar Sakramant a'n nouenn ? Evit hon naetaat eus ar pec'hedoù a c'halze bezañ restet deomp ha reiñ deomp nerzh evit rezistañ d'an anuioù ha d'ar boan a'r c'hleñved da da demptasionoù an aerouant.
[1677] Ael Doue, pa'z oc'h deputet ouzh an ezrevent da'm miret, grit m'ho supli, ker mat dever, na hallint netra em c'heñver; grit din ker sur kompagnunezh ma finisin mat ma buhez.
[1732] Azrouant an ifern : an diaoul. [1732] Faezhet int bet, an ezrevent.
HS. diaoul.
3. [1732, 1850, 1927, 1929] Loen faltazius a daolenner prl. e stumm ur glazard ramzel, dezhañ skilfoù, divaskell un askell-groc'hen ha lost ur naer, anezhañ personeladur an enebour.
[1850] Sant Paol a lazhas pe a veuzas un aerouant bras e Enez-Vaz war a lavarer.
[1929] Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat.
HS. dragon, euzhvil.
Date d'attestation
azrouant
Référence : LVBCA, p17 (enemy qui couuoite de greuer alutruy. sanz cause))
CATHELL so lauaret ha deuet digant Coste peheny a tal quement da lauaret euel oll ha digant ruine, peheny a tal quement da lauaret euel trebuche pe couezaff, ha rac se Cathell a tal quement da lauaret vn trebuche vniuersel; rac edeficc en azrouant so dreyzi hac enhy an oll trebuchet (Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.])
Référence : Cath, p3
M. Pe da tra ez seruig an Sacramant an Nouen? D. Euit hon netat ves an pechedaou à galse bezaff restet deomp ha reiff deomp nerz euit resistaff da-n annyou, ha da-n poan a-n cleuet, ha da tentationaou an azroant. (M. Pe da dra e servij ar Sakramant a'n Nouenn ? Evit hon naetaat eus ar pec'hedoù a c'halze bezañ restet deomp ha reiñ deomp nerzh evit rezistañ d'an anuioù ha d'ar boan a'r c'hleñved ha da demptasionoù an aerouant.)
Référence : Do., p46
azrouant
Référence : LDJM.1, pg azrouant
azraouant
Référence : LDJM.1, pg diable
ezreuent (ezrevent)
Référence : LDJM.1, pg diable, ezreuent
M. Pa bidit oc'h Æl Gardian, pe Oraeson à leveret-hu? Æl Doué, pa ezoc'h deputet / Ous an ezrevent d'am miret, / Grit, m'ho suppli quer mat dever, / Na hallint netra em c'henver; / Grit din quer sur compagnunez / Ma finissin mat ma buhez. (M. Pa bidit hoc'h Ael Gardian, pe orezon a leveret-hu ? Ael Doue, pa'z oc'h deputet / Ouzh an ezrevent da'm miret, / Grit, m'ho supli, ker mat dever, / Na hallint netra em c'heñver; / Grit din ker sur kompagnunezh, / Ma finisin mat ma buhez.)
Référence : Do., p21-23
[M.] Da petra servich ar Sacramant à Noüen? D. Evit hon nettaat eus ar pec'hedou à halle beza restet deomp, ha rey deomp ners evit resista ous annuyou ha poaniou ar c'hlenvet, hag ous temptation an azraoüant. ([M.] Da petra servij ar sacramant a Nouenn ? D. Evit hon naetaat eus ar pec'hedoù a c'halle bezañ restet deomp, ha reiñ deomp nerzh evit rezistañ ouzh anuioù ha poanioù ar c'hleñved, hag ouzh temptasion an aeraouant.)
Référence : Do., p47
azrouand an Jvern (azrouant an Ifern)
Référence : GReg, pg (le diable, l') ennemi (par anthonomasie)
azroüant (azrouant)
...
azroüant an ivern (azrouant an ifern)
Référence : GReg, pg adversaire
ezrevend (ezrevent)
Référence : GReg, pg adversaire, diable (l'adversaire par excellence, de Dieu & de l'homme)
faezet int bet an ezrevend (faezhet int bet, an ezrevent)
Référence : GReg, pg batre (les ennemis ont été batu)
aëzrouand (aezrouant)
Référence : GReg, pg diable (l'adversaire par excellence, de Dieu & de l'homme. Comme qui diroit Serpent huant, aëzr-houand.)
aezrevend (aezrevent)
...
en aërevand (an aerevent)
Référence : GReg, pg diable (l'adversaire par excellence, de Dieu & de l'homme)
azrouand (azrouant)
Référence : GReg, pg diable (l'adversaire par excellence, de Dieu & de l'homme), ennemi
an aërouand (an aerouant)
Référence : GReg, pg dragon (serpent infernal)
ézrevend (ezrevent)
Référence : GReg, pg ennemi
azrouañt (azrouant)
...
Sañ Paol a lazaz pé a veûzaz eunn aérouañt brâz é énez Vâz, war a lavarer (Sant Paol a lazhas pe a veuzas un aerouant bras e Enez-Vaz war a lavarer)
Référence : GON.II, pg aérouañt
érouañt (erouant)
...
aérouañt (aerouant)
Référence : GON.II, pg aérouañt, érouañt
aérouañt (aerouant)
Référence : GON.II.HV, pg diaoul
êraouant (eraouant)
...
êrevent (erevent)
...
aerouant
Référence : GERI.Ern, pg aerouant (démon, dragon, monstre)
Pa zihunis, an naerouant bet diouganet gant Marzin, pendevig ar varzed, a oa paouezet da wigourat. Eun den diwisket ha kabellet gand eur galabousenn leun a zeliou dero arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagoniou en eur youc'hal. (Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.)
Référence : SVBV, p8
Hogen d'ho kaout / Am digas deoc'h ho taou chouant, / A lar on par d'an Aerouant, / Da veza barnet amañ reiz / En an' ar Roue hag ar Feiz, / En abeg vil d'eun torfed kriz, / Eun deiz bennak, d'o meno ' ris. (Hogen d'ho kaout / Am digas deoc'h ho taou chouant, / A lâr on par d'an Aerouant, / Da vezañ barnet amañ reizh / En an' ar Roue hag ar Feiz, / En abeg vil d'un torfed kriz, / Un deiz bennak, d'o meno ' ris.)
Référence : PETO, p73
Notice étymologique
Notes diverses
Chomet eo stumm klasel ar c'hrennvrezhoneg "azraouant" hag e adstumm "azrouant" en implij tre betek an XVIIIvet kantved. Geriadur Gregor 1732, e-touez stummoù lies gant "azraouant/azrouant" a ziskouez evit ar wech kentañ kouezh ar "z" gant "aerouant" kement ha stummoù rakvodern en "aezraouant". Meneget eo c'hoazh ur stumm e "z" e 1850 e geriadur ar Gonideg, un aspadenn eus ur stumm kozh aet er-maez eus an implij pennañ da neuze. En XXvet kantved ne gaver mui nemet stummoù hep "z" diabarzh.