E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

Aucune

Formes fléchies (0)

Définition

Ar.

I. (en egor)

[1732] A-DREUZ [DA]

1. Hep bezañ a-stur gant ur roud bnk., gant ahel udb.

Bez' e oa div wezenn a-dreuz an hent. Ur mell maen a oa a-dreuz ar wazh.

2. (db. ar broioù, an tachennoù, an arroudoù ; gant ur v. a denn d'an dilec'hiañ prl.)

[1732, 1850, 2012, 2013] Dre, dre greiz (ul lec'h bnk, un tolead bnk).

[1732] Redek a-dreuz d'ar broustoù, d'ar brousgwez. [1732] A-dreuz d'ar parkoù. [1850] Ma bleinet o deus a-dreuz d'ar menezioù. Mont a-dreuz ur blasenn, ur c'hoad. Tremen a ray a-dreuz Galilea. [2012] Fiñval herrek-ouzh-herrek [...] a-dreuz milendalloù anvevenn. [2013] Da neuze ouzhpenn, e oa toullet straed Kereon a-dreuz kêr.

&

Mont a-dreuz parkoù, a-dreuz koad ha douaroù : a-dreuz ar parkeier, ar c'hoadeier hag an douareier.

&

Mont a-dreuz-bro : a-dreuz ar vro-mañ-bro.

&

Tr. ar.

A-dreuz hag a-hed : amañ hag ahont, dre (ul lec'h bnk).

Frankiz en doa da vont ha da zont gant e loened a-dreuz hag a-hed an tachennoù divent-se.

&

Dre ast.

Nijal a-dreuz an noz : a-dreuz an egor e-keit m'eo noz anezhi.

&

[1941] An hent mat a gasas anezho [...] a-dreuz d'ur bern darvoudoù : goude ma vefe c'hoarvezet ur bern darvoudoù.

3. (db. ar gorreennoù, an egorennoù)

[1732] Dre (udb.), o treuziñ (udb.).

[1732] Ne wel an deiz nemet a-dreuz ar gwerinier. Sellet a-dreuz ur werenn. Ar gwez-mañ en em sil bannoù an heol a-dreuz dezho. Sevel a reas ur vleunienn gaer a-dreuz mein e vez.

4. (db. an taolioù a roer)

E-kreiz (dremm, penn, h.a., un den, ul loen)

Reiñ ur vazhad d'ub. a-dreuz e benn.

5. (db. an amzer)

Dre.

Mirout e gomzoù a-dreuz ar c'hantvedoù.

II. (en amzer)

A-hed (an deizioù, ar mizioù, h.a.).

Ret e vo dezho huanadiñ a-dreuz ar bloavezhioù.

Exemples historiques (14) Exporter les exemples

Date d'attestation

1732

a dreuz daou vis diouc'h ar maro (a-dreuz daou viz diouzh ar marv)

Référence : GReg, pg (a deux) doigts (de la mort)

a-dreuz da'r parcqou (a-dreuz d'ar parkoù)

Référence : GReg, pg (a travers) champs (hors des chemins)

a dreuz

Référence : GReg, pg au travers (à travers)

ne vell an deiz nemed a dreuz d'ar guëreigner (ne wel an deiz nemet a-dreuz ar gwerenier)

Référence : GReg, pg au travers (il n'a de jour qu'au travers des vitres)

redec a dreuz d'ar broustou (redek a-dreuz d'ar broustoù)

...

redec a dreuz da'r brousguëz (redek a-dreuz d'ar brousgwez)

Référence : GReg, pg brosser (courir au travers des bois)

1850

va bléñied hô deûz a-dreûz d'ar ménésiou (va bleniet o deus a-dreuz d'ar menezioù)

Référence : GON.II, pg bléña

1904

adrez de (a-dreuz da)

Référence : DBFV, pg adrez

1941

An hent mat o devoa kemeret, an hini a gasas anezo, da heul eur gantreadenn hir, a-dreuz d'eur bern darvoudou, e-harz ar Meneziou Pireneou. (An hent mat o devoa kemeret, an hini a gasas anezho, da-heul ur gantreadenn hir, a-dreuz d'ur bern darvoudoù, e-harz ar menezioù Pireneoù.)

Référence : ARVR, niv.6, p4

1960

Hag, hep gortoz ha kuit a fent, / E kerzimp gantañ war an hent / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / Eus an irienner penn da glask. (Hag, hep gortoz ha kuit a fent, / E kerzhimp gantañ war an hent / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / Eus an irienner penn da glask.)

Référence : PETO, p39

Hirio, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu eur vilin, me o blein, / Eur vilin-dour, en eul lec'h kuz, / A gerz en-dro gant kas eur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'hen diskara. (Hiriv, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu ur vilin, me o blein, / Ur vilin-dour, en ul lec'h kuzh, / A gerzh en-dro gant kas ur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'en diskarañ.)

Référence : PETO, p60

2012

ha pa zeue a-benn da vorediñ, ne oa ken evit he gwelout oc'h en em silañ e kuzh e-barzh tiez morgousket, pe o fiñval herrek-ouzh-herrek betek ar vezevell zoken, a-dreuz milendalloù anvevenn ar gêr

Référence : DJHMH, p23

2013

Da neuze, ouzhpenn, e oa toullet straed Kereon a-dreuz kêr, ha nebeutoc'h c'hoazh e vije bet kreizennet an talbenn diouti.

Référence : LLMM, Niv. 399, p. 23

2015

Da skouer oc'h astenn a-dreuz un hent-houarn evit herzel un tren karget a lastez nukleel. Peotramant o c'hourvez dirak un tourter kuit na vefe diskaret un ti palestinian.

Référence : DISENT, p65

Notice étymologique

Notes diverses