E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans

Variantes historiques ou dialectales attestées :

abostolik, apostolik

Formes fléchies (3)

Définition

ISTOR AR RELIJ. KRISTEN, GWIR RELIJ.

I.

A.

1. [1499, 1732, 850, 1931] A denn d'an ebestel.

[1732, 1850] An deskadurezh, [1732] ar feiz abostolik.

&

Sened abostolek : Anv roet d'ar pevar emvod hollek dalc'het gant an ebestel, gouez d'an oberoù.

2. Dre ast.

Kantved, amzer abostolek : kantved kentañ an Iliz ma oa bev an ebestel hag o erlec'hidi dostañ.

3. Tadoù abostolek : kentañ skriverien gristen deuet diouzhtu war-lerc'h mare an ebestel hag a-raok Tadoù Apologel an eil kantved.

4. Reol apostolek : Levrioù m'emañ merket ar reolennoù emzerc'hel degemeret da vareoù kentañ an Iliz.

B.

1. A sav didroc'h da lignez an ebestel.

2. Trl.

[1622, 1732] Relijion katolik, apostolek ha roman : relijion Roma diazezet evit darn war skridoù an ebestel.

&

[1910] N'eo ket un iliz abostolek.

3. [1732] Zo e bal ledañ ar feiz kristen.

[1732] Misioner abostolik.

4. Ent strizh.

[1732] A denn d'ar Pab, evel diskennad sant Pêr, priñs an Ebestel.

Ar galloud abostolek.

&

Ar sez, [1732] ar sichenn abostolek : lec'h m'emañ diazezet ar Pab, anezhañ eskob Roma, ha ma laka e pleustr e aotrouniezh veur war an Iliz katolik a-bezh.

[1732] Ar sichenn apostolik.

HS. Kador sant Pêr.

&

Kambr abostolek : Lez-varn a bled gant an aferioù a denn da domani pe da deñzor ar sez abostolek.

&

Dileuriad abostolek : dileuriad eus ar sez santel n'eus ket gantañ a veli diplomatel.

&

Lizher abostolek : teul embannet gant ar sez abostolek.

&

Kannad abostolek : Kannad ofisiel ar Pab ouzh ur gouarnamant

&

ISTOR

[1732] Noter abostolek : ofiser publik, karget da sevel aktaoù melestradurel zo, en anv ar Pab, en domanioù dindan e zalc'h.

II.

Dre skeud.

1. ROUEZ.

A denn d'un abostol.

2. A denn d'al labour ledañ soñjoù zo pe ur gredenn relijiel e-touesk an dud prl.

Ur skol abostolek : zo he fal stummañ danvez beleien da ziazezañ misionoù.

3. Dezhañ perzhioù zo re an ebestel.

Ur youl abostolek.

Exemples historiques (23) Exporter les exemples

Date d'attestation

1499

appostolic

Référence : LVBCA, p26 (appostolique)

1622

M. Petra a credit hu dre an Feiz? D. Quement à delch hac a cret hon Mam Sant Ilis Catholic, Apostolic ha Roman, ha specialamant an articlou so arretet e-n Credo. (M. Petra a gredit-hu dre ar feiz ? D. Kement a zelc'h hag a gred hor mamm sant[el an] Iliz katolik, Apostolik ha roman, ha spesialamant an artikloù zo aretet er Gredo.)

Référence : Do., p10

M. Petra eo'n doctrin Chrysten? D. An heny en deues bet disquet deomp Iesus-Christ, pan beue voar an douar, hac a disq deomp an Ilis Catholic, Apostolic ha Roman. (M. Petra eo 'n doktrin kristen ? D. An heni en deus bet desket deomp Jezuz Krist, pan veve war an douar, hag a zesk deomp an Iliz katolik, apostolik ha roman.)

Référence : Do., p6

1677

Petra à gredit-hu dre ar Feiz? D. Quement à gred hag à / dalc'h hor Mam santel an Ilis Catholiq, Apostoliq, ha Romæn, ha specialamant an Articlou à so arretet er C'hredo. (Petra a gredit-hu dre ar Feiz ? D. Kement a gred hag a zalc'h hor mamm santel an Iliz katolik, apostolik, ha romen, ha spesialamant an artikloù a zo aretet er C'hredo.)

Référence : Do., p11

M. Petra ezeo an Doctrin Christen? D. An hiny endeveus bet desquet deomp hon Salver Iesus-Christ pa veve voar an doüar, hag à desq deomp an Ilis santel, Catholic, Apostolic, ha Romæn. (M. Petra ez eo an doktrin kristen? D. An hini en deveus bet desket deomp hon Salver Jezus-Krist pa veve war an douar, hag a zesk deomp an Iliz santel, katolik, apostolik, ha romen.)

Référence : Do., p7

1732

An ilis Catolicq, Abostolicq, ha Romén (An Iliz Katolik, Abostolik, ha Romen)

Référence : GReg, pg (l') Eglise (Catholique, Apostolique, & Romaine)

ar Feiz Catholicq, Abostolicq, ha Romen (ar feiz katolik, abostolik, ha romen)

Référence : GReg, pg (la Foi) Catholique (Apostolique, & Romaine)

abostolicq (abostolik)

...

an descadurez abostolicq (an deskadurezh abostolik)

...

An Ilis Catolicq Abostolicq ha Romen (An Iliz katolik, abostolik ha romen)

...

ar feiz abostolicq (ar feiz abostolik)

...

ar sichen abostolicq (ar sichenn abostolik)

...

miçzioner abostolicq (misioner abostolik)

...

noter abostolicq (noter abostolik)

Référence : GReg, pg apostolique

ar sich abostolicq (ar sich abostolik)

Référence : GReg, pg apostolique, pg chaire (Siège Pontifical, ou, du Souverain Pontife)

Sicheñ abostolicq (sichenn abostolik)

Référence : GReg, pg chaire (siège Pontifical, ou du Souverain Pontife)

disclæracion eus a greden an Ilis Catolicq, abostolicq, ha Romen (disklêrasion eus a gredenn an Iliz Katolik, abostolik, ha Romen)

Référence : GReg, pg confession (de foi, déclaration des articles de la Foi de l'Eglise Romaine)

disclærya var e lè, penaus ez credér, qement a gred, hac a zesq da gridi, hon mamm Santel an Ilis Catolicq, Abostolicq, ha Romaen. (Disklêriañ war e le penaos ez kreder, kement a gred hag a zesk da gridiñ, hon mamm santel an Iliz katolik, abostolik ha romen.)

Référence : GReg, pg confession (faire sa confession de foi)

1850

abostolik

...

ann deskadurez abostolik (an deskadurezh abostolik)

Référence : GON.II, pg abostolik

ar sich abostolik

Référence : GON.II.HV, pg sich

1910

n'eo ken eun iliz abostolek (n'eo ken un iliz abostolek)

Référence : MBJL, p35

1931

abostolek

Référence : VALL, pg apostolique

Notice étymologique

Notes diverses

Betek ar XVIIvet kantved ne anavez ar yezh nemet ar stumm "apostolik", gant "p". Hemañ eo stumm ar C'hatolicon (1499) hag hini Doctrin an Christenien (1622). Padal e kaver dija abostol hag abostoler gant "b", er C'hatolicon. Adalek an XVIIIvet kantved ha geriadur Gregor a Rostrenenn (1732) ne weler mui nemet "abostolik" gant b. Hemañ eo ar stumm nemetañ anavezet gant ar Gonideg ivez (1850). E deroù an XXvet kantved eo e teu ar stumm "abostolek" da gemer tamm-ha-tamm lec'h ar stumm boas "abostolik" en implij betek neuze. Evit doare eo e 1910, dindan bluenn Kloareg ar Wern (L. Le Clerc), e "Ma beaj Londrez", eo deuet ar stumm "abostolek" war wel evit ar wech kentañ. Ne gaver ket "abostolik/abostolek" e geriadurioù Ernault. Vallée a adkemer ar stumm "abostolek" en e c'heriadur eus 1931. Abaoe eo hemañ ar stumm zo talvezet evit ar genyezh. An Nouveau dictionnaire Breton-Français gant Roparz Hemon ne ginnige-eñ nemet "abostolel" eus e du.