E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

Aucune

Formes fléchies (0)

Définition

Ar. hag adv.

I. Tr. ar.

A-GLEIZ DA : en tu kleiz da (ub., udb.).

A-gleiz d'an hent. Emañ a-gleiz din.

II. Adv.

1. [1732, 1850, 1904, 1929, 1943, 1985, 2015] War an tu kleiz.

[1850] Ar plac'hed a oa a-zehoù hag ar baotred a-gleiz. [1850] Troit a-gleiz dre ar vanell. [1985] Bezañ troet a-gleiz. [2015] Un tammig pelloc'h e troan a-gleiz. Mont a-gleiz.

&

Tr. adv.

[1732, 1867] A-gleiz (hag) a-zehoù, a-zehoù (hag) a-gleiz : eus an eil tu d'egile, un tammig e pep lec'h.

[1732] Rastellat madoù a-gleiz hag a-zehoù. [1867] An dud, hep ober van, 'selle a-gleiz, a-zehoù.

&

Nag a-gleiz nag a-zehoù : na eus un tu na eus an tu all.

2. (db. an aozadurioù, ar strolladoù politikel)

Eus an tu kleiz.

Un den a-gleiz.

& Trl.

Bezañ a-gleiz : bezañ eus an tu kleiz.

&

Trl.

Mouezhiañ, votiñ a-gleiz : evit tud pe strolladoù politikel eus an tu kleiz.

ES. a-zehoù.

3. Skeiñ a-gleiz : faziañ.

Skeiñ a rae a-gleiz o lavaret ez eo bet graet ar relijion gant an dud.

Exemples historiques (15) Exporter les exemples

Date d'attestation

1732

a zehou, hac a gleiz (a-zehoù, hag a-gleiz)

...

a zehëu, hac a glei (a-zehoù, hag a-gleiz)

Référence : GReg, pg (a) droit (& à gauche)

un hanter tro a-gleiz, pe a-zehou[ù]

Référence : GReg, pg (volte-) face (un quart de conversion)

a gleiz

Référence : GReg, pg a

rastellat madou a gleiz hac a zehou (rastellat madoù a-gleiz hag a-zehoù)

Référence : GReg, pg acquérir

1850

a gleiz

Référence : GON.II, pg a

trôid a gleiz dré ar vanel (troit a-gleiz dre ar vanell)

Référence : GON.II, pg banel

ar plac'hed a ioa a zéou, hag ar baotred a gleiz (ar plac'hed a oa a-zehoù, hag ar baotred a-gleiz)

Référence : GON.II, pg plac'h

1867

Kaer en doe ann den-ze krial a-boez he benn, ann dud, hep ober van, eat ho skiant da donen, 'zelle a gleiz, a zeou : nousped hini welaz, o choum sounn o fennou, 'vel peuliou eur c'har braz, enn dro da vugale voa eno o c'hoari. (Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehoù : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'oa eno o c'hoari.)

Référence : MGK, p3

Er meaz, ar re a zo ho genou / Tomm a zeou ha ien a gleiz ! (Er-maez, ar re a zo o genoù / Tomm a-zehoù ha yen a-gleiz !)

Référence : MGK, p39

Ar c'herc'h ne voant re stank : petra ra ? war-n-ezho, / Strinka a zeou, a gleiz ienien, skourn-du ha reo. (Ar c'herc'h ne oant re stank : petra ra ? Warnezho, / Strinkañ a-zehoù, a-gleiz yenien, skorn du ha rev.)

Référence : MGK, p90

1929

En em gavet e-kichen eun dorgennig, ni a droas a-gleiz hag a gerzas eteit eur voger uhel, kinviek ha kildrôennet. En diwez, a forz da vale ec'h en em gavjomp dirag eun nor vras. (En em gavet e-kichen un dorgennig, ni a droas a-gleiz hag a gerzhas eteit [hed-da-hed] ur voger uhel, kinviek ha kildroennet. En diwezh, a-forzh da vale ec'h en em gavjomp dirak un nor vras.)

Référence : SVBV, p12

1943

Ur wech an amzer e weler ur plegig-mor all o tiboukañ a-zehou pe a-gleiz, ur stêrig oc'h echuiñ ivez en deun anezhañ.

Référence : TNKN, pg15

1985

Kaer hon eus kerzhet avat ne welomp ket ar wenodenn a zle hor c'has betek e-kichen Sibang goude bezañ troet a-gleiz.

Référence : DGBD, p96

2015

Distokañ a ran hag un tammig pelloc'h e troan a-gleiz da vont gant straed Tivón betek straed Petrou Ralli.

Référence : EHPEA, p15

Notice étymologique

Notes diverses