E brezonneg En français

Terme recherché :

Vous pouvez affiner votre recherche en sélectionnant les champs ci-dessous :


Mot présent dans NDBF GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées :

Aucune

Formes fléchies (0)

Définition

Ar. ha stl isur.

I. Ar.

1. Eus kreiz.

A-greiz ar poull-tro e voe tennet an den a oa o veuziñ. Dihunet e voe a-greiz e gousk.

&

[1867] Eus a-greiz.

[1867] Pa gouezh warnañ [...] evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labour, un er.

&

[1927, 2012] A-greiz kalon, [1732] a-greiz e galon : gant e holl youl, gant e holl c'hred.

[1732] Ret eo karet Doue a-greiz e galon hag e nesañ evel e-unan. He garet a rae a-greizik e galon.

2. (dirak un av.)

[1931, 1985] Ger a dalvez da verkañ e c'hoarvez udb. trumm ha dic'hortoz e-doug un ober all.

[1931] A-greiz pediñ e vanas kousket. [1985] Antilopenned dihunet trumm a-greiz o c'housk. A-greiz redek e strebotis. Menel kousket a-greiz lenn.

3. A-WECHOÙ

E-kreiz.

A-greiz an noz e tegouezhas er gêr. A-greiz e vrud emañ an den-se : e barr e nerzh.

II. Tr. stl isur.

A-GREIZ MA : troienn a dalvez da verkañ e c'hoarvez udb. trumm ha dic'hortoz e-doug un ober all.

A-greiz ma kanen e klevis ur c'hwitelladenn. A-greiz m'edomp o klask goudor e strakas ar gurun.

DHS. pa.

Exemples historiques (11) Exporter les exemples

Date d'attestation

1732

ar vertuz a garantez hon oblich da garet Doüe a greiz hon c'haloun, hac hon neçzañ evel hon-unan (ar vertuz a garantez hon oblij da garet Doue a-greiz hon c'halon, hag hon nesañ evel hon unan)

Référence : GReg, pg (la) charité (consiste à aimer Dieu de tout son coeur, & à aimer son prochain comme soi-même)

red eo caret Doüe agréiz e galoun hac e neçzâ evel e unan (ret eo karet Doue a-greiz e galon hag e nesañ evel e-unan)

Référence : GReg, pg aimer

1867

Koulm baour, gwelet e voe gant eur gup krabanek o sacha war he lerc'h, evel eul laer tec'het, eur pennad reun torret. Ar gup a ia d'ezhi, digor ha lemm he vek, pa gouez war-n-han, d'he dro, evel eur mean pounner, euz a greiz ann envou, eur pez labouz, eunn er. Epad m'edo 'nn daou-man oc'h enn em gribinat, ar goulm ha kuit e-biou. Diwar nij e tisken e liorz eunn tiik-soul voa eno e-kichen, o kredi evit mad voa er weach-man diout-hi distag he gwall stropad, pa deu eur c'hoz tamm paotr, d'ezhan pemp pe c'houeac'h vloaz, - d'ann oad-ze eur bugel ne c'hoar pe zroug ra c'hoaz - da zinkla eeun out-hi eur mean gant he valtamm. (Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.)

Référence : MGK, p20

Labourat zo pedi Skuiz goude ho tervez, goude palat, medi; Goude c'houezi, kaout riou evit gounid bara D'ho tad, d'ho mamm, d'ho kreg, da re all ne reont tra, A-raok mont da gousket, o vont en ho kwele, Da Zoue lavarit, tiek, euz a greiz hoc'h ene : -M'am beuz pec'het, Aotrou, war ann douar digoret Dioc'h va zal, dog ann deiz, dour-c'houez zo diveret. Evit va holl faziou, kemerit va c'houezen. (Labourat zo pediñ Skuizh goude ho tervezh, goude palat, mediñ; Goude c'hweziñ, kaout riv evit gounit bara D'ho tad, d'ho mamm, d'ho kwreg, d'ar re all ne reont tra, A-raok mont da gousket, o vont en ho kwele, Da Zoue lavarit, tieg, eus a-greiz hoc'h ene : -M'am beus pec'het, Aotrou, war an douar digoret Diouzh va zal, e-doug an deiz, dour-c'hwez zo diveret. Evit va holl fazioù, kemerit va c'hwezenn.)

Référence : MGK, p31

Mervel, mervel a zo spountuz, / A greiz ann nerz ez eo doaniuz, / Doaniuz, dreist holl, pa vez tra red / Lavaret kenavo d'ar bed / Pell dioc'h ar vro, pell dioc'h ar vamm, / Ha dioc'h kalounou all a lamm. (Mervel, mervel a zo spontus, / A-greiz an nerzh ez eo doanius, / Doanius, dreist-holl, pa vez tra ret / Lavaret kenavo d'ar bed / Pell dioc'h ar vro, pell dioc'h ar vamm, / Ha dioc'h kalonoù all a lamm.)

Référence : MGK, p69

Eur bleiz, voa leun a skiant hag a galoun ous-penn, / (Dibaot ar bleizi-ze, rouez int [sic, eo] ann dud zo-ken) / A lakeaz eunn dervez he spered da gregi / Douna ha ma c'halle, a-greiz klask da zibri, / Er mennoz zo ama. (Ur bleiz, oa leun a skiant hag a galon ouzhpenn, / (Dibaot ar bleizi-se, rouez int [sic, eo] an dud zoken) / A lakeas un dervezh e spered da gregiñ / Donañ ha ma c'halle, a-greiz klask da zibriñ, / Er mennozh zo amañ. )

Référence : MGK, p82

1927

a greiz kalon

Référence : GERI.Ern, pg a

1929

War-dro mareou seiz eur diouz an noz e tegouezis er gêrbenn, hag, hep dalea e nep lec'h, a kerzis etrezeg ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va choug. Abarz ma kimiadis diouz Pariz ez is da ober eur weladennig e kêr, hag o veza graet eur c'hofad staliou e laris yao ! en treñ adarre. Kerkent ha m'edon degouezet em bagon, e stagis da lenn hag a greiz lenn e vanjen kousket. Hunia mat a ris war ar bank-keinok, rak skuiz-maro edon. (War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.)

Référence : SVBV, p8

1931

a-greiz pedi e vanas kousket

Référence : VALL, Rakskrid p XXVII

1985

Muiañ ma c'heller gwelout c'hoazh eo antilopenned dihunet trumm a-greiz o c'housk o skarañ kuit.

Référence : DGBD, p61

2012

an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel. Mezh 'm eus da vezañ re hir va zeod. Gouestlomp ne raimp biken anv eus kement-se." "A-greiz kalon", eme an noter.

Référence : DJHMH, p18

Notice étymologique

Notes diverses