E brezonneg En français

Ar raktres

Perzh ministrerezh ar Sevenadur

Divizet eo bet gant Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C'hehentiñ harpañ ar raktres-mañ zo e bal kinnig ur geriadur istorel eus ar brezhoneg enlinenn. Evit se ez eus bet savet ha sinet un emglev dibar tribloaziek etre DRAC Breizh hag an Ofis publik d'an 8 a viz C'hwevrer 2013.

Ar brezhoneg skrivet, un hêrezh lennegel kozh

Alies e vez sellet ouzh ar brezhoneg, e gaou, evel ouzh ur yezh komzet nemetken. Stag eo ar soñj-se ouzh ar fed n'eo ket bet skoliataet ar vrezhonegerien en o yezh. Met e gwirionez e c'hall ar brezhoneg ober e vad eus un hengoun lennek kozh-mat, ken evit an oberennoù lennegel ken evit an oberennoù geriadurel. Ar skridoù brezhonek kentañ deuet betek ennomp a sav d'an VIIIvet kantved, ar pezh a ra eus ar brezhoneg unan eus ar yezhoù a skriver abaoe ar pellañ e-touez yezhoù modern Europa, pell-mat a-raok ar galleg. Kerkent ha mare an azginivelezh, e 1464, d'ar c'houlz ma weler ar geriadurioù kentañ o tont er-maez, eo bet skrivet gant Yann Lagadeg, ar Catholicon, anezhañ ar c'hentañ geriadur teiryezhek (brezhoneg-latin-galleg); ar geriadur brezhoneg kentañ-mañ eo ivez ar geriadur galleg kentañ. Abaoe ar XVvet kantved eo didroc'h an hengoun lennegel skrivet e brezhoneg.

Abaoe ar mare-se n'eus ket bet paouezet gant ar vrezhonegerien da sevel geriadurioù a zo ar re vrudetañ anezho re Gregor a Rostrenenn (1732),  ar Gonideg (1850), Vallée (1931), geriadur ar brezhoneg a-vremañ F.Favereau (1992) pe c'hoazh geriadur unyezhek an Here (2001) evit menegiñ un nebeud diouto nemetken.

Geriadur istorel Roparz Hemon

N'eo ket Meurgorf ar geriadur istorel kentañ bet savet evit ar brezhoneg. Etre 1959 ha 1978, betek dezhañ mont da anaon, ez eus bet labouret gant ar yezhoniour Roparz Hemon war ur geriadur istorel eus ar brezhoneg. Ur pikol labour eo bet merket ar c'heriadurezh vrezhonek gantañ (45 levrenn a c'haller prenañ er stalioù pe goulenn digant an ti-embann Preder)

Meurgorf, ur benveg niverel aes da dizhout

Santet ez eus bet e oa ezhomm neuze da gaout ur benveg niverel dave a ginnigfe, dre un diaz roadennoù, korpus skrivet ar brezhoneg abaoe mare ar c'hrennvrezhoneg betek hon amzer. Setu aze diazez pennañ ar raktres bet kaset en-dro gant an OPAB a-drugarez d'ar skoazell degaset gant Ministrerezh ar Sevenadur.

Gallout a reer ober gant an ostilh niverel-mañ enlinenn evit netra. Bouetaet eo a-zeiz da zeiz. Pal ar geriadur eo bodañ holl gorpus anavezet ar brezhoneg. Ar pezh a dalvez ivez renabliñ an adstummoù istorel ha/pe rannyezhel anavezet. Evit ar poent ez eus 55747 pennger ennañ.

Deiziet ha kinniget dre ur frizenn gronologel eo skouerioù ar gerioù brezhonek; diskouezet int en o c'henarroud. Tennet eus oberennoù dave eo ar skouerioù. Adskrivet eo bet pep termen en doare-skrivañ orin ha, diouzh an dro, treuzskrivet en doare-skrivañ a-vremañ evit aesaat al lenn hag ar c'hompren. Merket-pizh eo daveenn implij pep skouer. Gallout a reer adkavout aes roll an oberennoù implijet en ur bouezañ war an ivinell Mammennoù.

Gallout a reer klask er geriadur dre ul lusker enklask klasel. Posupl eo klask gerioù a-bezh pe lodennoù eus ur ger nemetken. Soñjet eo bet ar benveg evit ma c'hallfe an dud a garo ezporzhiañ ar skouerioù a gaver en diaz.

Evit pep pennger e ro ar geriadur an holl furmoù displeget posupl. Gant se e vo tu da sevel arloadoù evel difazierioù skrivañ pe skoazellerioù skrivañ evit ar pellgomzerioù hezoug.

Tamm-ha-tamm e vo ouzhpennet termenadurioù ivez.

 

Etimologiezh

Raktreset eo sevel tamm-ha-tamm notennoù etimologel.

Evit an termenoù saoznek omp en em harpet war titouroù tennet eus ar Concise Oxford dictionary, 1989. Evit ar c'hembraeg eo Geiriadur prifysgol Cymru a gaver bremañ enlinenn (http://welsh-dictionary.ac.uk/gpc/gpc.html) eo zo bet implijet. Erfin, evit ar galleg eo bet heuliet ar CNRTL, Centre national de ressources textuelles et lexicales (http://www.cnrtl.fr/definition/).

Kemer perzh er raktres

Meret penn-da-benn enlinenn eo ar raktres Meurgorf. An dud a venn kemer perzh er raktres-mañ en ur binvidikaat ar geriadur gant skouerioù nevez a c'hall mont e darempred war-eeun gant skipailh an Ofis publik.