Barrekoc'h-barrekañ eo an troerioù emgefre met faziañ ha falsvarchañ a reont ivez. Ma ne gomzit ket brezhoneg mat na implijit ket un droidigezh emgefre gwech ebet evel m'emañ hep bezañ he lakaet da vezañ adlennet ha gwiriet da gentañ-penn gant ur yezher ampart pe un troer a-vicher.
M’ho peus ezhommoù resis e c’hallit mont e darempred ganeomp
amañ
.
Frazennoù eo a vez dielfennet gant un troer emgefre, da lavaret eo un heuliad gerioù implijet en ur gendestenn bennak a vez treuzkaset goude-se eus un eil yezh d'eben. Ne'z a ket en-dro evel ur geriadur hag a ro ster pep ger unan-hag-unan.